"Alanig al Louarn", gaouiad, teod-lidour, treitour, toueller ha brabañser a veve e Breizh setu pell-pell 'zo bremañ. Ne oa ket e bar da itrikañ troioù-kamm evit dont a-benn eus e

"Alanig al Louarn", gaouiad, teod-lidour, treitour, toueller ha brabañser a veve e Breizh setu pell-pell 'zo bremañ. Ne oa ket e bar da itrikañ troioù-kamm evit dont a-benn eus e walldaolioù, betek mont da lakaat a-du gantañ ar roue ha tudjentil e lez.
Met pegeit e c'hello padout evel-se ?

Ar skrivagner en deus adstummet ur vojenn anavezet mat abaoe ar Grennamzer en Europa a-bezh, hini troioù al Louarn fin. An holl, koulz bras ha bihan, o devo plijadur o lenn pe oc'h adlenn un istor leun a flemm hag a fent skrivet en ur yezh bev-buhezek.

Danevellour, barzh, saver pezhioù-c'hoari brudet, Jakez Riou (1899–1937) a chom unan eus hor skrivagnerien wellañ, ha gant ar skrid-mañ e vo gallet gwelet e oa ivez ur marvailher donezonet.

14 € (+ 3 € evit ar mizoù-kas) - 16 x 24 cm - 152 bajenn - Skigner : An Alarc'h
ISBN 978-2-916835-29-7

An Alarc'h
14 Louzaouenn-an-Hañv
22300 LANNUON
0296480300