Daoulagad Breizh en deus roet lañs d'an 13 a viz Genver d'ar 6vet droiad filmoù-bevaat advouezhiet e brezhoneg gant Dizale, gant sikour Kuzul Rannvro Breizh. Kinniget e vez ar filmoù-se d'ar skolioù divyezhek Diwan, Divyezh ha Dihun, etre miz Genver ha miz Mae 2009.
Daou film nevez a zo da zizoloiñ er bloaz-mañ :
— Laban, an tasmant bihan, ur film eus bro Sweden, graet gant Per Ahlin, Lasse Persson hag Alicja Jaworski, evit ar re vihanañ. ;
— Kie, ar bikez vihan, ar manga japanat brudet-mat, graet gant Isao Takahata, evit ar re vrasañ.
Bewech ma vez skignet ur film e vez graet gant ur pal « fiñvskeudennek » , ur pal deskadurel hag ur pal yezhoniel. Ar vugale o dez tro, e giz-se, da vont en ur sal sinema da welet daou film brav e brezhoneg hag, alies, da gejañ gant bugale divyezhek ar skolioù all.
War ziorren ez a ar rouedad skignañ abaoe pemp bloaz. 6600 bugel, o tont eus 120 skol, o doa kemeret perzh warlene, e ouzhpenn 50 lec'h disheñvel e Breizh hag e Pariz. A-wechoù e vez aozet an abadennoù gant kevredigezhioù lec'hel.
M'ho peus c'hoant kemer perzh pe evit gouzout hiroc'h :
Daoulagad Breizh
02 98 92 97 21
daoulagad.bzh [at] wanadoo.fr
(voir le site)