Put your name here

Communiqué de presse
Troiad 2016-2017 gant ar strollad Kouleoñs : istor Anna Vreizh
Fent a vez kavet atav gant krouidigezhioù liseidi Diwan Karaez, met ur seurt preder ivez, awenet gant mojennoù Breizh. Un dudenn pennañ : Anna Vreizh. Ret eo dezhi ober he soñj : dimeziñ gant roue bro C'hall, pe laoskel he vro emren ?
Communiqué de presse de Kerne Multimédia

Publié le 10/12/16 13:16 -- mis à jour le 00/00/00 00:00
:
Réalisation :

Fent a vez kavet atav gant krouidigezhioù liseidi Diwan Karaez, met ur seurt preder ivez, awenet gant mojennoù Breizh. Un dudenn pennañ : Anna Vreizh. Ret eo dezhi ober he soñj : dimeziñ gant roue bro C'hall, pe laoskel he vro emren ? Setu neuze un hunvre graet ganti, e lec'h e vez gwelet roue bro C'hall, ar roue Arzhur, ar roue Marc'h, Asterix hag Obelix, Marzhin ar strobineller, Viviana ha Morgana, hag Excalibur, eveljust.

Un istor krouet gant al liseidi, sikouret gant Paskal Cariou, evit an dekvet gwech. Ul leurenniañ atav ken efedus, pa glever c'hoarzhadegoù ar vugale a-hed ar pezh.

Dipitus un tamm eo ar fin, zoken ma z'eo ar fin gwir : Anna a zo bet dimezet da 13 vloaz gant ur roue kozh ha vil...

Marteze un devezh bennak, evit ar blijadur, e c'hello al liseidi kinnig un dra a vefe un tammig dic'hortozoc'h : perak ne vefe ket gouest Anna da cheñch an istor ?

Gourc'hemennoù atav d'ar skipailh tud yaouank, emren ha gouest da c'hoari peder gwech da heul hep faziañ, etre Kastellin, Kommana, Sizun ha Kastelnevez.

E fin miz Genver e vint e Traon Kerne evit un droiad e skolioù e lec'h e oant pa oant bihan : Kemperle, Banaleg, Kemper, Douarnenez evit eizh anezho.

Laouen e vo moarvat an holl dud, ar re vras hag ar re vihan a zegemero anezho.

Voir aussi :
mailbox
imprimer
Youtuberez, kazetennerez evit Ya, Ar Men, an Abp, kelennerez, komedianez, kanerez, konterez, filmourez, ha stourmerez war dachenn ar repuidi, gwirioù mabden, ar brezhoneg, an endro e Breizh. E penn aozadur Kan ar bobl bro Kemperle, kenstrivadeg Priz ar Vugale ha Priz ar Yaouankiz, kenstrivadeg haiku Taol Kurun, bet renerez ar festival pad ugent vloaz....
Gwelout pennadoù all Kerne Multimédia
Vos 0 commentaires
ANTI-SPAM : Combien font 8 multiplié par 3 ?
Cet espace est un lieu de débat. Les attaques personnelles ne sont pas autorisées. Le trolling est interdit. Les lois contre le racisme, le sexisme, et la diffamation doivent être respectées. Les pseudos sont tolérés mais ne sont pas encouragés.
MERCI DE RESPECTER LA LANGUE DE L'AUTEUR de l'article et donc des lecteurs. Les articles écrits en français doivent être commentés en français, les articles écrits en breton doivent être commentés en breton. Cacophonie ? Merci de ne pas mélanger les langues dans le même commentaire, sauf pour la traduction intégrale du commentaire.