Put your name here

Présentation de livre
Troet eo bet Nikolaï Gogol e brezhoneg gant ur skrivagnerez rusian
Adkavit Anna Mouradova e brezhoneg dre zroidigezh ar skrivagner ukrainek Gogol, hag a oa ar rusianeg e yezh-skrivañ
J-L Le Floc'h
Publié le 24/04/23 10:43 -- mis à jour le 27/04/23 10:43
57569_1.jpg
Golo al levr embannet gant Embannadurioù an Alarc'h (2023)

Anna Mouradova zo ur Rusianez a-orin bro-Jorjia hag emañ o vevañ e bro Jorjia abaoe meur a vloavezh. Gouezet ha skrivet eo ar brezhoneg ganti. Ouzhpenn-se ez eo bet kelennerez war ar brezhoneg e skol-veur Moskou. Siwazh, hirio emañ hi o talañ ouzh diaesterioù grevus rak nac’hañ a ra stad bro-Jorjia adneveziñ he c'hartenn chom er vro. Posubl eo dezhi memes bezañ harluet da vro Rusia ma c’hellfe bezañ heskinet eno.

Nikolaï Gogol, ur skrivagner ukrainek a skrive e rusianeg

Emañ-hi o paouez lakaat e brezhoneg ar romant brudet «Ar Fri», savet gant skrivagner ukrainek Nikolaï Gogol. Rak ukrainek eo Gogol dre m’eo bet ganet e-barzh ur gêriadenn vihan etre Kiev ha Kharkiv. Skrivañ a rae e rusianeg, mes lâret en deus meur a wech e ouie an ukraineg. Dindan gwask an impalaeriezh rusian edo ar rusianeg ar yezh ofisiel nemeti. Difennet groñs e oa ar yezhoù all, evit gwir.

Ur flemmskrid a zo e bal salviñ bro-Rusia

Ur flemmskrid eo «Ar Fri», diwar ar vourc’hizien e Sant-Petersburg, ur gêr m’eo bet Gogol o vevañ enni un toullad bloavezhioù-pad. Istor «gafkaiek» un den eo. Soñjit ‘ta : un devezh bennak, hemañ-eñ o tihuniñ hep e vri ! Embannet e 1836, brudet e teu da vezañ al levr dre holl vroioù eus bet-URSS (Unvaniezh ar Republikoù Sokialat Soviedel), evel unan all eus e romantoù anvet «An Anaon». Levezonet a-galz eo bet lennegezh rusianek gant Gogol, dreist-holl levrioù ar skrivagnerien Dostoïevski ha Boulgakov. Soñjal a rae da C’hogol , relijiel betek ar gevrinegezh, e oa e bal war hon douar salviñ spered pe onestiz bro-Rusia.

Gerioù :

«kafkaiek», a denn da Franz Kafka (skrivagner)

Pelec’h kavout levrioù e brezhoneg evit prenañ ?

. dre levrdier e kêrioù zo !

. dre ar rouedad

Kuzul ar Brezhoneg

Coop Breizh

Klask.com

Adkavit testenn gallek ar pennad-mañ, embannet d’an 10vet a viz Ebrel, dindan bluenn Philippe Argouarch, rener an ABP ( voir l'article )

Voir aussi :
6  0  
mailbox
imprimer
Photographe et rédacteur (Bretagne, Cornouaille).
Voir tous les articles de de J-L Le Floc\'h
Vos 0 commentaires
ANTI-SPAM : Combien font 5 multiplié par 2 ?
Cet espace est un lieu de débat. Les attaques personnelles ne sont pas autorisées. Le trolling est interdit. Les lois contre le racisme, le sexisme, et la diffamation doivent être respectées. Les pseudos sont tolérés mais ne sont pas encouragés.
MERCI DE RESPECTER LA LANGUE DE L'AUTEUR de l'article et donc des lecteurs. Les articles écrits en français doivent être commentés en français, les articles écrits en breton doivent être commentés en breton. Cacophonie ? Merci de ne pas mélanger les langues dans le même commentaire, sauf pour la traduction intégrale du commentaire.