Bep miz e vez kinniget ur c'hafe brezhoneg deoc'h en un ostaleri e Naoned. Digor eo an abadenn d'an holl ! Un digarez a-benn komz brezhoneg en un aergelc'h plijus.

Bep miz e vez kinniget ur c'hafe brezhoneg deoc'h en un ostaleri e Naoned. Digor eo an abadenn d'an holl ! Un digarez a-benn komz brezhoneg en un aergelc'h plijus. Evit ar flaperien, ar re a blij dezho stammañ, c'hoari ar c'hartoù, c'hoarioù-stroll, hag-all, hag-all...

Er miz-mañ e vo kinniget deoc'h ar "Breizhit'', ur c'hoari nevez-flamm. Ha evet e vo banne an Nedeleg asambles !

Kendalc'homp gant an droiad : emgav da 7e d'abardaez en ostaleri "An Ti Akabi", 6 straed Bellamy, e kreiz-kêr Naoned.

Digor d'an holl ha digoust (war-bouez an evajoù evel-just !). Kit e darempred ganeomp.

Kentelioù an Noz, 13 straed ar Breolimer, 44800 Sant Ervlan ; tél : 02.40.20.39.74 ; breton-nantes.org ; kenteliouannoz@gmail.com

Kentelioù an Noz

« Kentelioù an Noz » ou cours du soir. Cette association Loi 1901 propose des cours du soir de breton pour les adultes de Loire-Atlantique depuis 1985. Les cours sont dispensés par des professeurs formés à l'enseignement pour adultes. Kentelioù an Noz organise également des activités culturelles et de loisirs afin de promouvoir la langue bretonne et la culture celtique en général en Loire-Atlantique.