

Abaoe 1972 e veze anavezet mat Coopagri a-drugarez d'an tri boulomig glas a oa war o logo. Bremañ e vo dav boazañ ouzh un triskell hag ouzh un anv nevez,
Abaoe 1972 e veze anavezet mat Coopagri a-drugarez d'an tri boulomig glas a oa war o logo. Bremañ e vo dav boazañ ouzh un triskell hag ouzh un anv nevez, Triskalia.
D'an 13 a viz Eost 1973 e kroge Jean-Bernard Solliec gant e labour nevez, gwer-zhañ boued loened da beizanted Karaez, Gourin ha Rostrenn evit kont Coopagri. 37 vloaz goude, d'an 30 a viz Gwengolo e tileze e garg a rener bras ur stal a gonted 2 000 implijad enni. "N'on ket bet an hini nemetañ o ren seurt buhez. Kalz a dud amañ eo bet ar c'hooperativ o implijer nemetañ" emezañ. D'an devezh ma yae kuit war e leve e oa echu gant Coopagri evit lezel ar plas gant Triskalia, ur rouedad nevez-krouet dre gendeuziñ tri c'hooperativ, Coopagri diazezet mat e Penn-ar-Bed ha perc'henn war stalioù Gelagri (e Loudieg hag e Bro-Spagn), Ronsard (Chartres, departamantoù an Ain hag al Landes) ha Magasin Vert, Eolys staliet kentoc'h e Bro-Dreger, ha CAM 56 anavezet er Mor-Bihan dreist-holl. Dindan anv ar stal nevez-se, renet gant Dominique Ciccone hiviziken, e konter 6 000 implijad ha 300 lec'h labour en Europa a-bezh, hag 20 000 ezel.
Graet buan
Daoust d'an dud d'en em anavezout mat abaoe pell, n'eo nemet e miz Ebrel 2009 e oa bet boulc'het an eskemmoù etre Jean-Bernard Solliec ha Patrice Leloup, rener Eolys. "Ha speredek a-walc'h e vimp evit labourat asambles goude bezañ bet graet kevezerezh an eil d'egile e-pad 30 vloaz ?" en em c'houlennent o-daou.
Buan-tre e teuas anat dezho e rankent mont pelloc'h eget ober un tamm emglev bihan war tachenn pe dachenn. Dav e oa kendeuziñ an daou aozadur. Ha zoken tri peogwir e oa dedennet CAM 56 gant seurt raktres goude bezañ bet lakaet diaes gant freuz-stal Unicopa. A-raok an hañv e oa bet kaset an teuliad da Bariz da vezañ studiet pizh da welet ha doujañ a rae ar raktres ouzh al lezennoù war ar c'hevezerezh. "A-dost o deus sellet ouzh 30 micher disheñvel a gaver war chadenn ar boueta, a-raok ha goude ar produiñ" a resisa Jean-Bernard Solliec. D'an 9 a viz Gwengolo ec'h embanne ar gomision hec'h ali : direbech e oa ar raktres. Abaoe ar 1añ a viz Here eo loc'het Triskalia. E Landerne, dirak ar savadur bras-ront war hent Penn-ar-C'hrann zo bet displeget ur giton nevez evit kuzhat an tri boulomig glas dija.
Graet mat
E penn ar stal eo sklaer an traoù. Da brezidant Triskalia eo bet lakaet prezidant kozh Coopagri, Denis Manac'h. Skoazellet e vo gant daou ves-prezidant, Gilles Bars bet bes-prezidant Eolys ha Bernard Bousso, prezidant kozh CAM 56. "Ne vo ket krennet war ar postoù-labour hag ober a raio ar stal nevez he mad ouzh an dud o vont war o leve hag ouzh an dud a fello dezho mont kuit. Peurlipet e vo an dra-se war an triwec'h miz pe an daou vloaz da zont" eme Jean-Bernard Solliec. War an dachenn, evel e Magasin Vert Kemper n'eo ket ankeniet an dud. "Gouezet he deus ar stal Coopagri bezañ prederiet gant ar sokial a-viskoazh" eme Didier Mauger, gwerzher. "Er servijoù melestradurel eo e vo gwelet ar muiañ-tout a cheñchamantoù." A-du gantañ e sav Jean-Luc Hily, evit ar CFDT. "Tri renerezh a oa betek-henn ha ne vo ken nemet unan bremañ. Met re vihan eo burevioù Landerne. Setu e vo dav gwelet penaos ingalañ ar skipailhoù hervez al lec'hioù, e Landerne, e Gwengamp hag e Sant-Teve." Fiziañs en deus ar sindikadour diwar an doare da verañ o deus bet ar renerien bepred. "Abaoe m'eo lañset ar raktres kendeuziñ zo bet moustret war an tuta tud eus an diavaez, a-benn reiñ postoù da dud an ti."
War evezh e chomo ar sindikadoù, memestra, rak gouzout a reont mat ne vo ket aes atav lakaat an dud hep post da vont war ur post all, en tu all da Vreizh. Evit ar poent, ar re-mañ n'o deus ket bet digarez da glemm. "A-du eo bet ar renerien evit ma vefe dalc'het bev ar sindikadoù hag ar c'homiteoù embregerezh a oa e pep stal. Bremañ eo dav deomp kemer hon amzer d'ober labour vat" a gloz Jean-Luc Hily.
Hep Jean-Bernard Solliec e vo graet al labour-se, avat. D'ar 1añ a viz Here, kerkent hag echu gantañ, en doa kemeret penn an hent war-zu ar Portugal. Met hepdale e vo gwelet en-dro, evel prezidant ar stal produiñ-yer Ronsard, evel ezel eus ar C'homite ekonomikel ha sokial, hag evel is-prezidant ur gevredigezh lobbying war dachenn al labour-douar. "N'eo ket mat lezel pep tra a-gostez ken trumm" emezañ. Kenderc'hel a raio ganti, neuze, met en ur mod siouloc'h marteze.
Aussi sur ABP…Coopératives : Triskalia, pour le meilleur et pour le pire
Triskalia. C'est un mariage de raison dans l'agriculture et l'industrie agroalimentaire bretonnes. Lors d'assemblées générales extraordinaires tenues jeudi et vendredi, Eolys, Coopagri-Bretagne et Cam 56 ont voté cette union à trois qui donnera une immense coopérative. Lait, porc, viande bovine, volaille, oeufs, légumes frais, pommes de terre produits par 20 000 agriculteurs adhérents
Commentaires (0)
Aucun commentaire pour le moment. Soyez le premier à réagir !