Put your name here

connexionS'accréditer | S'abonner | Se connecter | Faire un don
> Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
- Communiqué de presse -
Tresadennoù-bev evit bugale skolioù divyezhek Naoned

D’ar Gwener 11 a viz C’hwevrer adalek 10 eur er sal sinema Le CINEMATOGRAPHE 12 bis, straed ar C’harmezezed Emgav nevez evit bugaligoù ar skolioù divyezhek : evit an trede gwezh e vo kinniget dezho gant ar gevredigezh Dizale hag Ofis ar Brezhoneg ur mintinvezh dudi o sellout ouzh tresadennoù-bev e brezhoneg.

pour Ofis ar Brezhoneg le 2/02/05 10:36

D’ar Gwener 11 a viz C’hwevrer adalek 10 eur er sal sinema Le CINEMATOGRAPHE 12 bis, straed ar C’harmezezed

Emgav nevez evit bugaligoù ar skolioù divyezhek : evit an trede gwezh e vo kinniget dezho gant ar gevredigezh Dizale hag Ofis ar Brezhoneg ur mintinvezh dudi o sellout ouzh tresadennoù-bev e brezhoneg. Un digarez plijus eo evito d’en em adkavout etre skolidi an hentennoù divyezhek staliet e Naoned : Diwan, Div Yezh, Dihun.

Div abadenn a vo kinniget : an hini gentañ da re ar skol-vamm, an eil da vugale ar skol kentañ derez adalek ar CP. Tem an tresadennoù bev-mañ vo « Logod » er bloaz-mañ diwar tem unan eus ar filmoù bannet.

Evel er wezh tremenet ez eo er Cinématographe (12 bis, straed ar C’harmezezed e kreiz-kêr Naoned) e vo degemeret ar vugale d’ar Gwener 11 a viz C’hwevrer 2005 adalek 10 eur.

Laouen e vimp o tegemer ac’hanoc’h evit an emvod kelaouiñ a vo aozet en hevelep deiz er Cinématographe da 9 eur 45. le la les un de a au des une

Vos 0 commentaires
Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font 2 multiplié par 0 ?

ABP

Embann

Nous suivre

2003-2024 © Agence Bretagne Presse, sauf Creative Commons