Put your name here

connexionS'accréditer | S'abonner | Se connecter | Faire un don
> Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
- En Bref -
Tresadennoù bev e brezhoneg evit skolioù Bro Leon
Evit an trede gwech e skigno Ti ar Vro - Bro Leon tresadennoù bev evit ar vugale lakaet e brezhoneg gant Dizale hag a ra kaoz eus al "Logod". kinniget e vo div abadenn hervez oad ar vugale : ar re vihan (2-6 bloaz) hag ar familh a-bezh (adalek 6 bloaz). Skignet
Ti ar Vro Bro Leon Ti ar Vro - Bro Leon pour Ti ar Vro - Bro Leon le 1/03/05 16:40

Evit an trede gwech e skigno Ti ar Vro - Bro Leon tresadennoù bev evit ar vugale lakaet e brezhoneg gant Dizale hag a ra kaoz eus al "Logod". kinniget e vo div abadenn hervez oad ar vugale : ar re vihan (2-6 bloaz) hag ar familh a-bezh (adalek 6 bloaz). Skignet e vo an tresadennoù : D'ar 7 a viz Meurzh e Sinema Even e Lesneven evit Skol An Argoad (Lesneven), Diwan (Lesneven) hag Ar Priñs Bihan (Plougerne). D'an 8 a viz Meurzh er sal Marsel Bougen e Plabenneg evit Skol Diwan (Plabenneg), Skol Santez Anna (Plabenneg) ha Skolaj Sant Josef (Plabenneg). D'ar 14 a viz Meurzh er sal Yves Nikolaz e Lanniliz evit Skol Kergroas ha Skol Ar Galon-Sakr, Skolaj Sant Anton ha Skolaj Bro an Aberioù (an holl eus Lanniliz). Tost 600 bugel a zeuio da sellet ouzh an tresadennoù-bev. le la les un de a au des une

Vos 0 commentaires :
Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font 0 multiplié par 6 ?

ABP

Embann

Nous suivre

2003-2024 © Agence Bretagne Presse, sauf Creative Commons