Publier Publier avec l'IA S'accréditer S'abonner à une newsletter Faire un don
Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
Politique La réunification Economie Agro Mer Environnement Vidéos
- Agenda -
Tresadennoù bev e brezhoneg e skolioù Bro Leon
Tresadennoù-bev e brezhoneg Laouen omp da gemenn deoc’h emañ Daoulagad Breizh ha Ti ar Vro - Bro Leon evit kinnig deoc’h un droiad nevez tresadennoù-bev advouezhiet gant skipailh Dizale.
Par Ti ar Vro Bro Leon Ti ar Vro - Bro Leon pour Ti ar Vro - Bro Leon le 19/03/07 12:41

Tresadennoù-bev e brezhoneg

Laouen omp da gemenn deoc’h emañ Daoulagad Breizh ha Ti ar Vro - Bro Leon evit kinnig deoc’h un droiad nevez tresadennoù-bev advouezhiet gant skipailh Dizale.

· - D’ar 15 a viz Meurzh 2007 diouzh ar mintin e Sal Yves Nicolas e Lanniliz evit skol Ar Galon Sakr (Lanniliz).

· - D’an 20 a viz Meurzh 2007 diouzh ar mintin e Sal Marsel Bouguen e Plabenneg evit skol Santez Anna ha Diwan (Plabenneg) ha skol Sant Jaoua (Plouvien).

· - D’ar 27 a viz Meurzh 2007 diouzh ar mintin e Sinema Even e Lesneven evit skolioù Diwan hag An Argoad (Lesneven), skol Santez Anna ha skolaj Diwan (Gwiseni).

Plijadur a vo o sellout ouzh troioù-kaer Loulou, ur bleiz yaouank hag en em gav e unan, ur brav a istor habaskter ha mignoniezh; pe c'hoazh Kid, ur c’hrennard a bemzek vloaz, a loc’h kuit betek penn all ar mor Atlantel war glask e enezenn, un teñzor kuzhet warni hervez... Hag an holl e brezhoneg penn-da-benn!

Div abadenn a vo hervez oad ar vugale : evit ar re vihan (2-5 bloaz) da 9 eur ha kard; evit ar familh a-bezh (adalek 6 vloaz) da 10 eur ha kard.

Voir aussi sur le même sujet :
Share on LinkedIn Partager sur LinkedIn
Cet article a fait l'objet de 1332 lectures.