Put your name here

Chronique
Tremenet eo ar Redadeg dre Gemperle
180 a dud etre 5e vintin ha 7e30 : sot eo ar Vretoned ! Met degas a ra startijenn d'an holl dud o deus bevet an darvoud, daoust d'ar c'hovid, daoust d'ar gwask graet d'ar yezh, daoust da bep tra...
Chronique de Kerne Multimédia

Publié le 26/05/21 8:35 -- mis à jour le 26/05/21 08:35
redadeg ba Kemperle :
Réalisation :
(119 vues)

180 a dud etre 5e vintin ha 7e30 : sot eo ar Vretoned ! Met degas a ra startijenn d'an holl dud o deus bevet an darvoud, daoust d'ar c'hovid, daoust d'ar gwask graet d'ar yezh, daoust da bep tra... Nullet an eurvezhioù redek da noz, met 'pad an deiz emaint o redek e bro Leon, bro Dreger, war ar maez, e kerioù, ur mor a dud e Brec'h dec'h, tud prest, d'an eur, laouen, gant ar mousc'hoarzh a bad abaoe 2008, bloavezh kentañ ar Redadeg.

Ne ra ket berzh evel an Tour de France ? N'eus ket a-walc'h a dud tro dro d'an hent ? Ne vern, youl a zo, ul liamm, ur chadenn, tud a labour asambles evit lavarout e vez komzet e brezhoneg er vro-mañ, labouret e vez, hunvreet e vez e brezhoneg. Bugale vihan Breizh a gan e brezhoneg, a zesk anv al loened e brezhoneg, ar mat, ar varzhoniezh, ar fizik...

Neuze tudoù, deuit niverus da Wengamp disadorn evit diskouez, fraezh ha sklaer, ne c'hellimp ket anduriñ blabla flapflap tud Pariz !

Voir aussi :
mailbox
imprimer
Youtuberez, kazetennerez evit Ya, Ar Men, an Abp, kelennerez, komedianez, kanerez, konterez, filmourez, ha stourmerez war dachenn ar repuidi, gwirioù mabden, ar brezhoneg, an endro e Breizh. E penn aozadur Kan ar bobl bro Kemperle, kenstrivadeg Priz ar Vugale ha Priz ar Yaouankiz, kenstrivadeg haiku Taol Kurun, bet renerez ar festival pad ugent vloaz....
Gwelout pennadoù all Kerne Multimédia
Vos 0 commentaires
ANTI-SPAM : Combien font 7 multiplié par 3 ?
Cet espace est un lieu de débat. Les attaques personnelles ne sont pas autorisées. Le trolling est interdit. Les lois contre le racisme, le sexisme, et la diffamation doivent être respectées. Les pseudos sont tolérés mais ne sont pas encouragés.
MERCI DE RESPECTER LA LANGUE DE L'AUTEUR de l'article et donc des lecteurs. Les articles écrits en français doivent être commentés en français, les articles écrits en breton doivent être commentés en breton. Cacophonie ? Merci de ne pas mélanger les langues dans le même commentaire, sauf pour la traduction intégrale du commentaire.