Lizher digor da Brezidant Kuzul Sevenadurel Breizh Aotrou Prezidant, Kas a reomp deoc'h hon gourc'hemennoù war-lerc'h hoc'h anvidigezh e penn ar C'huzul Sevenadurel nevez. Kalz a labour a vo d'ober evit hon yezh,
Lizher digor da Brezidant Kuzul Sevenadurel Breizh
Aotrou Prezidant,
Kas a reomp deoc'h hon gourc'hemennoù war-lerc'h hoc'h anvidigezh e penn ar C'huzul Sevenadurel nevez.
Kalz a labour a vo d'ober evit hon yezh, pa weler emañ kuzul Pleuzal, e Treger, o paouez nac'h digoridigezh ur c'hlas divyezhek.
Kavout a ra deomp e vank e Breizh ur bern binvioù evit reiñ yec'hed d'hon yezh, ha soñjal a ra dimp n'hallomp ket tremen ken hep ur skingomz vrezhonek vroadel e Breizh, 32 vloaz war-lerc'h krouidigezh Radio Cymru, e Kembre e 1977.
Skingomzoù zo dija hag a skign brezhoneg marteze, met ne vezont ket klevet nemet e kornioù zo : e kêrioù evel Naoned ha Roazhon, ma vez kalz a dud o komz hag o teskiñ ar yezh ne glever skingomz brezhoneg ebet, hag e Brest eo peuzdibosubl. Ouzhpenn-se n'eo ket brezhoneg a vez klevet a-hed an deiz gant an holl skingomzoù-se, rak darn zo hanter e galleg, lod a skign kalz a sonerezh pe kanaouennoù saoznek dreist-holl, ha ne skignont ket keleier eus Breizh penn da benn, hag eus ar bed nebeutoc'h c'hoazh.
Ezhomm hon eus ur chadenn skingomz peogwir omp brezhonegerien, hag e tlejemp klevout hon yezh n'eus forzh pegoulz ha pelec'h e Breizh, evel ma c'hallomp klevout galleg ha saozneg n'eus forzh pelec'h e Breizh, evel ma vez klevet kembraeg n'eus forzh pelec'h e Kembre, peogwir e verit hon yezh kaout ar binvioù he deus ezhomm da vevañ, a wel d'an holl, ha n'eo kuzhet e korn pe gorn eus ar Genrouedad peogwir eo ur benveg dispar evit sikour ar re a zo o teskiñ ar yezh, peogwir n'haller ket c'hoantaat deskiñ ur yezh ha ne glever ket, hag ivez evit reiñ brud d'ar yezh, evit reiñ kalon ha sikour d'an deskerien, evit klevout ha deskiñ brezhoneg yac'h, evit klevout keleier e brezhoneg, pa n'eus kazetenn ebet na skinwel ebet evit klevout kanaouennoù brezhonek, rak ur yezh ha ne ganer ket enni zo tost da vervel, evit klevout kanaouennoù brezhonek savet gant tud yaouank, rak hep skingomz n'eus ket a ganerien, ha hep kanerien yaouank n'eus ket a yaouankizoù brezhonek, evit broudañ ar c'hrouiñ hag ar grouerien, kanerien ha sonerien Breizh ha ne vezont ket klevet er skingomzoù gallek evit stummañ kazetennerien vrezhonek ha tud yaouank evit micherioù ar c'hleweled, evit reiñ labour e brezhoneg d'ar vrezhonegerien, ha labour frouezhusoc'h evit ar yezh e Breizh penn-da-benn eget labour burev e kevredigezhioù lec'hel.
Prestik e vo dilennet ar C'huzulioù Rannvro nevez, ha dont a ray mare ar promesaoù adarre, marteze ar memes re evel pevar bloaz zo. Trawalc'h gant ar promesaoù toull-didoull, pe ar studiennoù chomet da louediñ en tiretennoù. Ur skingomz vrezhonek zo ezhomm an abretañ ar gwellañ. Hon yezh a dalvez ar boan reiñ dezhi an tu da vevañ gwelloc\'h e 2010.
Mark Kerrain kelenner brezhoneg prezidant Sav-Heol
Commentaires (2)
Me a zo e zu Marc Kerrain evid goulenn nemet ur radio e brezoneg met ivez traou all war médiaou evid savetein ar yez brezoneg. D'am sonj red eo ivez ur scol evid deski e brezoneg , da benn ha benn micheriou war dro ar mediaou gand ur diplom . Ivez eun télé e brezoneg , dioustu. Sonj a ra din n'eo ket gouest hiriou an deiz derchel ur yez beo hep mediaou poblans. An télé evel ar radio a zo al liamm etre an oll dud barz ar société. Eus ar re uhella betec tud ar pobl.
"hag e tlejemp klevout hon yezh n'eus forzh pegoulz ha pelec'h e Breizh,..." n'eus forzh pegoulz ha pelec'h er BED