Trelevenez : Nedeleg laouen d’ar bed a-bez !
Chronique de J-L Le Floc'h

Publié le 25/12/21 21:53 -- mis à jour le 25/12/21 21:53
54128_1.jpg
An oaled. La "bûche de Noël", image populaire rendue possible depuis que - sous l'empereur Constantin (IV° siècle) - la fête, liturgique, de Noël a été placée au coeur de l'hiver. Pour la symbolique chrétienne, et aussi face à la fête romaine et païenne du "Sol invictus".

Nedeleg ! Nouel !

Dispar eo an nozvezh-mañ. Brav evit ar re a zo ur familh pe tudoù tro-dro dezhe. Trist a-wechoù evit a re a zo o-unan-penn pe er boan. Ma n’eo ket enoeüs a-wechoù all evit ar re ne gomprenont ket petra a dalv a gouel-mañ.

Nedeleg, e miz Kerzu

Nedeleg ! Berr-kenañ an devezhioù, hir-kenañ an nozvezhioù evit annezidi hanter-voul an hanternoz. Ar c’hontrol evit annezidi hanter-voul ar su. Nedeleg pa vezer oc’h antreal ar goañv evit an eil, Nedeleg pa vezer oc’h antreal an hañv evit eben! Mod-se emañ ar bed !

Amañ e Breizh emañ du-pod an nozh. Pelec’h kaout ur veilhadeg Nedeleg e brezhoneg, hag an overenn d’he heul ? Mont a ran gant ma hent war-zu Trelevenez (Penn-ar-Bed). Overennoù e brezhoneg zo ivez er Morbihan, mes ral int. Hag ur gouelec’h eo deuet da vezañ hon bro war ar poent-se ? Siwazh !

Setu perak am eus soñjet e vefe mat lakaat war-well tammoù eus ar pezh a zo bet lidet ha kanet er Minihi Levenez . Marteze ivez- e vo un digarez, evit brezhonegerien nevez pe a-vihanik hag a chom pell diouzh an dachenn-mañ, dizoloiñ peseurt-mod eo lidet ar gouel-mañ. Ha dre-se petra a dalv ar gouel, ouzhpenn un tamm folkloraj : ar profoù, ar stalioù, an Tadoù Nedeleg gwisket e ruz, gante stlejelloù hervez sevenadur broioù europeat an hanternoz ma vez erc’h eno, ha me oar c’hoazh... ?

Beilhadeg Nedeleg

Sellomp ‘ta ouzh ar follennig zivyezhek (skrivet e doare-skrivañ Brest). Evit ar veilhadeg.

Da gentañ-penn, savboent Doue sañset – « Mond a rin », pajennad unan -, e raktres dezhañ : mont betek an douar. Hag evit-se dont da vezañ, ouzhpenn bezañ ha chom Doue, un den eveldomp. Ar ger Nedeleg/Nouel (soñjit er spagnoleg Navidad) a dalv « ganedigezh ». C’hoarvezet eo bet an darvoud-se, an hini brasañ er bed-a-bezh, war-dro ugent kantved zo, e douar Israel. Ar re o deus komprenet-se a zo anvet kristenien (diwar ar ger «Krist» e gresianeg, a dalv evit «Mashia'h» en hebraeg, da lâret eo «Messie» e galleg. Anvet eo ivez «Jezuz» diwar ec’h anv-bihan denel, pe «Yeshoua » en hebraeg). Anat deoc’h n’eo ket bet komprenet an dra-se gant tout an dud. Kendalc’het e-deus preder ha feiz yuzev da vont gant o hent e-kerz an istor, betek hirio. Gwelet da skouer al levrig « Nos racines juives » , Antoine Nouis, Bayard, 2018.

Kendalc’homp gant al lidadenn, fennozh.

Mari, mamm da Zoue

Setu ur plac’h anvet Mari, a zo bet a-viskoazh tost-kenañ he c’halon ouzh Doue. Plac’h bet desavet e-skeud an Templ e Jeruzalem ? Marteze. Plac’h o vevañ e bro C’halile, e hanternoz Israel ? A-dra sur. Pa voe kinniget dezhi kemer he ferzh war hent an avantur-se, e voe respontet « Ya » ganti. Gwelout an destenn vodern « Ya » (pajennad 3 er c’haierig), hag ivez ar c’han hengounel ha kozhik-kozh anvet «an Anjeluz »

Ar Bibl, testamant 1 ha 2

Kendalc’homp gant lenn un destenn eus ar Bibl (levr ar profed Izaiaz, e-korf an Testamant kozh : an tamm a zo anavezet gant ar Yuzevien da gentañ, gant ar Gristenien da heul). Gwelet pajennadoù 4-5 er c’haierig. Testennoù kinniget evit lenn, deuet diwar ar Bibl. Meur a hini zo e pep lidadenn. Lennet e vezont gant tud eus ar bobl (gwaz pe maouez). Amañ, brezhonegerien mod-nevez, pe brezhoneger a-vihanik. Un digarez da glevet gwir pouez-mouezh ar vro. Trugarez d'an holl.

Kantikoù brezhoneg a-viskoaz hag a-vremañ

Kantikoù a ya da heul. Kantikoù ? Da lâred eo kanaouennoù relijiel o fozioù ha brav o zon (tonioù hengounel, keltiek evit ar re vrezhonek, an aliesañ). Kanet e vez ingal e-barzh an ilizoù, abaoe...abaoe ar penn-kentañ. Gant gerioù e forzh peseurt yezhoù a-wezhioù : gresianeg (Kyrie), hebraeg pe arameeg (Hosanna, Allelouia, Amen), latineg, galleg… Hag e brezhoneg ivez, evel-just ! Daoust n’eo ket alies, me lâr deoc’h ! Gwelit da skouer al levr-mañ (e-stumm pdf, skrivet e doare Brest) : «Kantikoù brezoneg a-viskoaz hag a-vremañ »

Fennozh e vezont liammet ouzh Gouel Nedeleg. Hadet int amañ hag a-hont e-kerz ul lidadenn frammet-mat.

« Petra zo henoz a nevez» / Petra zo fennozh a-nevez (pajennad 7 ar c’haierig)

« Nouel da Jezuz » (pajennad 9), gant Job an Irien. Ar c’hantikoù n’int ket holl kozh-Noe ! Bez ez eus ivez kantikoù bet savet nevez zo ! Brav eo reoù e brezhoneg!

« Pe trouz war an douar » (pajennad 10). Ur varzhoniezh relijiel, brudet-tre e-touez ar c’hantikoù e brezhoneg.

« War ar menez ar bastored » (pajennad 16) . En enor da vesaerien-deñved Betleem, ar re gentañ war al lec’h.

Embannadur Nedeleg: un destenn zivoutin

Un destenn ispisial, brav ha ral-kenañ, a zo hini anvet «Embannadur Nedeleg » / martyrologe de Noël, e galleg). Lennet eo bet. Gantañ e c’heller kompren penaos, hervez ar re gozh hag ar skriturioù ivez eo bet lec’hiet an darvoud Betleem en istor. Evit ar Vretoned eo bet skrivet an destenn-mañ, evel ma welit ! Pajennad 8, pe amañ :

Kantvedoù ha Kantvedoù goude krouidigezh ar bed

Pa grouas Doue, er penn-kentañ, an Neñv hag an Douar,

Pell amzer goude an dour-Beuz,

Ouzhpenn daou vil bloaz goude ganedigezh Abraham,

Tost da drizek kant vloaz goude Moizez ha tec’h pobl Israel eus bro Ejipt,

War-dro mil bloaz goude ar Roue David,

Pemp kant vloaz goude m’en em gavas ar Vretoned kentañ e Breizh-Veur, (1)

Daou c’hant naontek vloaz ha tri-ugent goude m’en em stalias kelted e bro C’halatia (2),

Er pemzekvet bloavezh ha tri-ugent eus profedi Daniel,

Er c’hant pevarzekvet olimpiadenn ha pevar-ugent,

Ha seiz kant daou vloaz hag hanter-kant goude ma oe savet Rom, (3)

Er bloaz daou ha daou-ugent eus ren an impalaer Oktav-Ogust,(4)

Ar bed holl o vezañ e peoc’h,

JEZUZ-KRIST

Doue peurbadel ha Mab an Tad peurbadel,

C’hoant gantañ santelaat ar bed dre e zonedigezh trugarezus,

Goude bezañ bet koñsevet dre ar Spered Santel,

A zo bet ganet e Betleem e bro Youda,

Eus ar Werc’hez-Vari

DOUE GRAET DEN.

Setu ginivelezh hor Salver Jezuz-Krist

Den e-touez an dud.

(1) Cinq cents ans après l’arrivée des premiers Bretons en Grande-Bretagne,

(2) Deux-cent soixante-dix-neuf ans après l’installation des Celtes en Galatie

(3) Et la sept-cent cinquante deuxième année de la fondation de Rome

(4) L’an quarante-deux de l’empereur Octave-Auguste

Krog da vat eo an overenn, bremañ.

Nedeleg: an nozvezh joaus a Vetleem

Setu bremañ un destenn bouezus-kenañ, eus Aviel Sant Lukaz. Gantañ e vez kontet deomp resis petra zo c’hoarvezet. Heñvelik ouzh ur rentañ-kont eo.

Un istor dreistordinal en ur mod. Traoù ispisial zo – an Elez, ur steredenn… - traoù ha n’int ket deus an douar-mañ. Dec’h evel hirio. Din-me, didalvoudus e vefe klask un darvoud steredoniel. Un darvoud speredel, ne lâran ket. Un istor boutin ivez. Traoù ordinal zo. Paour kaezh tud en e barzh. Ur familh o veajiñ, tudoù munut o labourat… « Betleem» a dalv «ti ar bara » en hebraeg…

N’emañ ket pell Betleem diouzh Jeruzalem. Penn-kentañ un hir a istor eo, evit gwir ! Istor ur vuhez, ha muioc’h c’hoazh istor avantur-disavantur Doue war hon flanedenn. Un istor hep fin a-benn ar fin.

An Aviel, hag istor Jezuz

Aviel Sant Lukaz 2, 1-20. Evit istor Jezuz dre vraz, gwelout an avielourien all (S. Mazhev, S. Mark, da skwer) o vezañ pep hini e savboent dezhañ. Meneget eo Jezuz ivez dre roudoù vunut e dielloù/levrioù all en henamzer. Gwelout da skouer ar pennad, berr ha resis war ar poent-se : « Jésus-a-t-il existé ? » gant Jean-Christian Petitfils

MAJ/Ouzhpennad 2021 Kerzu 31.

Gwelloc’h e vefe stummet ar goulenn-mañ mod-se : « Ha meneget eo bet an dudenn pe an anv a Jezuz e-barzh skriv all, da lâret eo er-maez ar Bibl, d’an ampoent pe er c’hantvedoù kentañ ? ». Dielloù evit ar respont a zo dindan :

.

MAJ/Ouzhpennad 2021 Kerzu 28.

Distaget eo bet ar pennad-mañ gant aleteia. N'ouian ket perak. Marteze tud zo ha n'int ket a-du war poent pe boent gant ar pezh a skriv an aozer, pe e-barzh ar pennadig-mañ (?) pe e-barzh e levrioù tev (ha n'am eus ket o lennet)...

Setu anvioù a oa menneget er pennadig:

. Flavius Josèphe (kantved kentañ)

. Celse (eilvet kantved)

. Pline, Tacite ha Suétone (kantved kentañ hag eilvet kantved)

. Lucien de Samosate (eilvet kantved)

. Thallus, kenamzerel ar C’hrist

. Mara Bar Serapion (lettre conservée au British Museum : manuscrit syriaque n°14658)

Labour an istorourien zo un dra. Skiant-prennet speredel zo un dra all. Gant ma vezer er Feiz, ez eo dav d'ar pep hini mont gant e hent etre an daou du (skouerien a-walc'h zo araozomp). Me n'on ket evit ober sach-blev war ar poenchoù-se

MAJ-dibenn

Ur gêr gant Job an Irien

Nollaig, Nadolig, Nedeleg : hor yezhoù a lavar levenez ginivelezh hor Salver Jezuz-Krist. Bep tro ma teu ur bugel er bed ez eo evel ar bloñsoù tener a weler e miz C’hwevrer : ur bromesa a vuhez o tont da wir.

En taol-mañ e-noa Doue kemeret ar riskl da zont er bed, er bed krouet gantañ. Hag e-noa ouzhpenn goulennet an aotre da zont ! Gouzout a ran pegen diaes eo da grediñ, ken souezhus ma z eo, ha koulskoude eo gwir bater. Bez e c’hellomp ijinañ an Tad, ar Mab, ar Spered Santel, hag holl Elez an neñvoù o c’hortoz, er vrasañ sioulder, respont karantezus ur plac’h yaouank a netra, en ur gêriadenn a netra, en ur vro gollet eus an impalaeriezh roman. Tro-dro da « ya » Mari e-tro istor ar bed. Tro-dro da garantez Jozef eviti eo stag donedigezh Doue en ur familh evel hor re.

Izelegezh Doue a zo dreist hor soñjoù. N’eus nemet ur garantez foll evidomp a rafe dezhañ kemer an hent-se. Fiziet etre daouarn Mari ha Jozef, ar bugel tener e-no da zeskiñ ar bed evel pep bugel ha da glask e hent. Ezhomm e-no eus un ti, eus laezh ha bara, eus karantez ha teneridigezh, eus mignoniaj bugale all a kuzulioù ar re vraz. Ezhomm e-no da glask Doue, da lenn Doue er bed tro-dro dezhañ hag e istor e bobl.

Doue a valee evel-se ganeomp war hentoù ar Palestina. Abaoe m’eo bet eñ e-unan ganet er bed, e vousc’hoarzh muioc’h c’hoazh e galon gant pep ganedigezh hag e c’houzañv bep tro ma varv ur bugel. Gouzout a ra Doue petra eo bezañ babig o tenañ e vamm, bugel o c’hoari war dreuzoù an nor ha krennard o teskiñ bevañ. Tañvaet e-neus douster ar peoc’h ha bara Jozef ha Mari. Gwelet e-neus ar fallagriezh hag ar gasoni oc’h ober o reuz, ar c’hleñvedoù hag ar marv o tiskar an dud, hag en e galon a zen e-neus bet poan.

Deuet eo da vezañ tostik-tost ouzh pep den, ha diskennet eo d’ar fin betek an donañ eus istor pep den, peogwir e kavomp anezhañ ganeomp en hor marv zoken. Ablamour da se eo deiz ar fiziañs evit pep hini ac’hanomp, peogwir e kouezhomp bremañ ez eus karantez, ha n’he do fallaenn ebet, oc’h ober hent ganeomp.

Kement a zoujañs e-neus evit hot frankiz, ma ne raio biken netra en hor plas, ha kement a c’hoant e-neus da welout ac’hanomp o teskiñ karout ha digeriñ hon nor, ma ne ehano ket kennebeut da skeiñ war hon nor : rag evitañ, pep hini a gont, hag a gonto da viken. Ne ouiemp ket kement-se, ne ouiemp follentez karantez Doue.

Brav eo ar bed pa zeu Babig Nedeleg ; bravoc’h eo c’hoazh pa vez digemeret e kalon ur paour, un den klañv pe un den gwasket gant ar vuhez.

Nedeleg Laouen d’ar bed a-bez!

Kalon an overenn

Kalon an overenn ne c’heller ket kompren anezhi dre ar follennig-paper. Mes goude-se e vez lâret ar pep aliesañ (kanet e brezhoneg fennozh) ar bedenn-veur e-touez ar gristenien, hini anvet «Hon Tad » (soñjit ‘ta en dro-lavar : «gwir Bater » e brezhoneg. Ar ger « Pater » e latineg a dalv «Tad »).

Hon Tad: E brezhoneg, cheñchamant ebet e 2021... mat e oa, mat eo, mat e vo!

Evit gwellaat an destenn kinniget war-lerc’h sened-iliz Vatikan II (1962-1964), eo bet cheñchet ur gêrig e 2021 e troidigezh c’hallek ar bedenn-mañ . E galleg nemetken e veze dav cheñch ur ger, en destenn bet savet gant ur skipailh hollek gallegerien (katoliked, protestanted, ortodoksed). E brezhoneg, n’eus ket ezhomm cheñch tra ebet. War ar poent-se, lennit kentoc’h ar pezh a vez lâret e-barzh ur pennad (e galleg, gant Hervé Queinnec) embannet war lec’hienn an eskopti

.

Setu testenn ar bedenn Hon Tad, e doare-skrivañ Roazhon :

.

Hon Tad hag a zo en neñv,

hoc’h anv bezet santelaet,

ho rouantelezh deuet deomp,

ho polontez bezet graet,

war an douar evel en neñv.

Roit deomp hirio hor bara pemdeziek.

Pardonit deomp or pec’hedoù,

evel ma pardonomp

d’ar re o deus manket ouzhomp,

ha n’hon lezit ket da gouezhañ en tentadur,

met hon diwallit diouzh an droug.

.

Notenn : e brezhoneg, « an Neñv » (speredel) ne c’hell ket bezañ kemmesket gant « an oabl » (an amzer).Ur ger hepken e galleg, daou c’her disheñvel e brezhoneg.

Evit echuiñ, un dañs hengounel

Evit echuiñ, setu un tamm dañs hengounel e Breizh, a-zivout mesaerien-deñved Betleem. Pevar den, pep hini ur vazh en e dorn. Stlakañ an daouarn a vez klevet e dibenn. Evit peurechuiñ an abadenn ez eo dav da bep hini degas un tamm chokolad (pe zaou evit ar bugel !) gantañ pe ganti. Rak ar c’hleñved-red, ar maskloù hag all ne vez ket anv eus ar banne tomm boutin, a oa da gustum….

War hent an distro

Du-sac’h eo an nozh. Keflusker ar c’harr-tan zo o viaoual ingal. Emañ an oto oc’h en em silañ e-kreiz ar maezioù. Da ziwall zo ouzh bord an hent, ouzh pep kammdro, ouzh pep kroaz-hent pa vo ret divizout ma n’eo ket divinout peseurt tu mont warnañ. Bezañ aketus. A daol-trumm, trolinenn un iliz en ur vourc’h. Dezhi gwerennoù-livet sklerijennet dre an diabarzh. Estonet-brav on. Unan bennaket en deus choazet lakaet war enaou diabarzh an iliz-mañ, e nozvezh Nedeleg. Chom a ra feiz er vro. Emañ Breizh en he sav !

«Nedeleg laouen deoc’h holl ! Forzh piv e vefec’h…»

Dre ar radio internet, e brezhoneg: pedenn an deiz

. RCF Finistère. Bep mintin e brezhoneg ha dre internet! Abadennig Pedenn an deiz: e-pad un toullad munutennoù, ar blijadur da selaou ouzh aviel an devezh hag ur gêrig d'e heul. Kit en-tu all d'ar bruderezh, ma vefe unan o tispakañ, evit adkavout roll an abadennoù tremenet...

J-L Le Floc\'h


0  0  
mailbox
imprimer
"Brav eo skrivañ, diaesoc'h eo lenn" ! "An daoulagad eo a zo ar gwellañ benveg-poltriji, rak dre ur sell eo e c'heller diskoachañ an imachoù tro-war-dro"! Paotr bet klevet gantañ ar yezh e-pad e vugaleaj. Bet o labourat war zachennad stlennegel. Skrivet gantañ pennadoù e galleg hag e brezhoneg. Bremañ o vevañ e bro-gKerne.
Vos 0 commentaires
ANTI-SPAM : Combien font 1 multiplié par 7 ?
Cet espace est un lieu de débat. Les attaques personnelles ne sont pas autorisées. Le trolling est interdit. Les lois contre le racisme, le sexisme, et la diffamation doivent être respectées. Les pseudos sont tolérés mais ne sont pas encouragés.
MERCI DE RESPECTER LA LANGUE DE L'AUTEUR et donc des lecteurs. Les articles écrits en français doivent être commentés en français, les articles écrits en breton doivent être commentés en breton. Cacophonie ? Merci de ne pas mélanger les langues dans le même commentaire, sauf pour la traduction intégrale du commentaire.