Put your name here

connexionS'accréditer | S'abonner | Se connecter | Faire un don
> Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
- Rapport -
Treizerien ha klaskerien soñjoù : ur chañs evit bugale Penn ar Bed
Graet o deus anaoudegezh gant “treizerien soñjoù” (pikerien maen, artizaned, labourerien douar, komedianed, filmourien, kelennerien yoga, buhezourien natur ...), 1400 skoliad hag o skolaerien. Gwelet e vez tud boaz d'hen ober, pemp gwech da heul evit lod deus outo. Gouzout a reont pegen pouezus eo pedin tud deus an diavaez er skol evit komz e brezhoneg, ur brezhoneg disheñvel alies
Par Fanny Chauffin pour ABP le 20/06/10 12:26

Treizerien soñjoù : ur chañs evit bugale Penn ar Bed

Graet o deus anaoudegezh gant “treizerien soñjoù” (pikerien maen, artizaned, labourerien douar, komedianed, filmourien, kelennerien yoga, buhezourien natur ...), 1400 skoliad (skol vamm, skolaj, lise) hag o skolaerien. Gwelet e vez tud boaz d'hen ober, pemp gwech da heul evit lod deus outo. Gouzout a reont pegen pouezus eo pedin tud deus an diavaez er skol evit komz e brezhoneg, ur brezhoneg disheñvel alies deus hini komzet er c'hlas. Desket o deus kanañ, c'hoari, ul lodenn deus o istor ivez...

Gant Andre ar Gac e oa digoret an abadenn, heuliet gant Pauline Kerscaven, plac'h ar sae ruz, hag a oa e penn un aozadur pounner a-walc'h. Soñjit : pediñ 600 skoliad e Laz, e-barzh ur voest-noz kad da zegemer 2000 a dud. Prientiñ 600 prof evit an holl (gant kazetennoù brav ofis an touristelezh Penn ar Bed, ur poster, ur c'hraion “Kuzul meur Penn ar bed” ...), aozañ ar verenn vihan, lakaat an dud da dremen war al leurenn...

Goude bezañ gwelet fotoioù ha filmoù a ziskoueze raktresoù kaset da benn e-pad ar bloaz, plas da Iwan B ; "grit trouz !", gant gouleier ar voest noz, moged, hag all...

Louise Ebrel n'he doa ket afer deus tout ar jabadao-se, dirak tourioù New York livet ouzh moger ar voest-noz, boaz e oa ! Kanet he deus teir c'hanaouenn brav, liammet gant ar gouel, dreist-holl hini Mikael Kerne gant an den kozh hag ar bugel... “Kan kaer, filhore” a oa ivez un doare da ziskouez an treuskas etre an hini kozh hag ar bugel, dazont ar yezh, dazont ar vro ...

Voir aussi :
Youtuberez, kazetennerez evit Ya, Ar Men, an Abp, kelennerez, komedianez, kanerez, konterez, filmourez, ha stourmerez war dachenn ar repuidi, gwirioù mabden, ar brezhoneg, an endro e Breizh. E penn aozadur Kan ar bobl bro Kemperle, kenstrivadeg Priz ar Vugale ha Priz ar Yaouankiz, kenstrivadeg haiku Taol Kurun, bet renerez ar festival pad ugent vloaz....
[ Gwelout pennadoù all gant Fanny Chauffin]
Vos 0 commentaires
Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font ( 9 multiplié par 5) ?

ABP

  • Diwar-benn
  • Darempred
  • Menegoù hervez lezenn
  • Données personnelles
  • Mise en page
  • Ligne éditoriale
  • Sur wikipédia
  • Agir

  • Demander une accréditation
  • Contacter la rédaction
  • Poster votre communiqué vous même
  • Écrire une dépêche
  • Envoyer un flash info
  • Nous suivre

  • newsletters Newsletters
  • rss Flux RSS - français
  • rss Flux RSS - breton
  • facebook ABP sur Facebook
  • twitter ABP sur X
  • youtube Chaîne Youtube ABP
  • Le blog du site web
  • 2003-2024 © Agence Bretagne Presse, sauf Creative Commons