Put your name here

connexionS'accréditer | S'abonner | Se connecter | Faire un don
> Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
- Rapport -
Treger-ha-Goueloù, ur vro eus ar c'hentañ
Bro Treger-ha-Goueloù eo ar vro m'emañ en e uhelañ dregantad ar skolidi divyezhek er boblañs skol koulz ha dregantad ar vrezhonegerien er boblañs dre-vras. Tennañ gounid eus an tu-kreñv-se zo
Visant Roue pour Office de la Langue Bretonne 44 le 13/11/09 9:23

Bro Treger-ha-Goueloù eo ar vro m'emañ en e uhelañ dregantad ar skolidi divyezhek er boblañs skol koulz ha dregantad ar vrezhonegerien er boblañs dre-vras. Tennañ gounid eus an tu-kreñv-se zo d'ober evit diorren ar yezh e-maez ar skol : er vuhez foran hag er gevredigezh dre-vras.

Emañ servij Arsellva an Ofis o paouez neveziñ diagnostik stad ar brezhoneg e bro Treger-ha-Goueloù.

E penn a-raok ar broioù eo chomet ar vro e-keñver feur ar skolidi divyezhek e poblañs skol ar vro daoust ma n'eus bet digoret lec'h divyezhek publik nevez ebet abaoe 2004.

Digempouez zo etre ar C'hornôg ma kaver kumunioù evel Plistin pe Kawan enno muioc'h-mui a vugale er skolioù divyezhek (ouzhpenn 30% er c'hentañ derez) hag ar Reter ma santer an ezhomm bras da zigeriñ lec'hioù nevez. E Lannuon e kresk ar c'helenn divyezhek, met tuet eo da c'horrekaat memes tra. Evit ar c'helenn d'an dud deuet emañ Pempoull er renk kentañ. Aet eo ar vro a-bezh eus an 8vet plas e 2004 d'an 3e e 2008 e-keñver an niver a skolidi er c'hentelioù noz.

Evit ar pezh a sell ouzh plas ar brezhoneg e-maez ar skol e vank ur politikerezh treuz (bugaligoù, dudi...) sammet gant ar strollegezhioù lec'hel. A-bouez e vo ar bloavezhioù da zont evit diorren ar yezh a-raok ar skol, en dudi, ha kregiñ da gaout ur politikerezh treuzservijoù er strollegezhioù evit ar yezh. Gant diorren ar c'helenn divyezhek emañ aze an alc'hwezioù pennañ evit reiñ un dazont d'ar yezh e bro Treger-ha-Goueloù.

Document PDF 16608_2.pdf . Source : Ofis ar Brezhoneg
Vos 0 commentaires :
Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font 0 multiplié par 2 ?

ABP

Embann

Nous suivre

2003-2024 © Agence Bretagne Presse, sauf Creative Commons