Emgav nevez etre implijidi ar strollegezhioù hag Ofis ar Brezhoneg : « Merañ an divyezhegezh en un tiriad » e oa tem ar staj.

Emgav nevez etre implijidi ar strollegezhioù hag an Ofis : « Merañ an divyezhegezh en un tiriad » e oa tem ar staj.

Gant teknikourien servijoù « Arsellva », « Ajañs diorren » ha « Glad yezhel » Ofis ar Brezhoneg e oa bet bet kaset da benn, d'an 30 hag 31 a viz Here 2008, stummadur ar wazourien diriadel war dachenn an divyezhegezh war ar panelloù ha war ar skoroù all a zo dindan dalc'h ar strollegezhioù tiriadel (Kuzulioù-departamant, tiez-kêr, Kumuniezhioù kumunioù)

Meur a brezegenn zo bet e-pad an devezh kentañ : kinniget eo bet stad an divyezhegezh en Europa ha stad ar brezhoneg en deiz hiziv. Penaos talvoudekaat al lec'hanvadurezh e bed an touristerezh hag an armerzh a zo bet studiet pizh ivez.

Skouerioù liesseurt ha fonnus a zo bet displeget e-pad an eil devezh labour. Dielfennet ez eus bet ur bern anezho a-benn gellout aliañ perzhidi ar staj ha treuzkas traoù pleustrek a vo talvoudus dezho pa vint distro en o lec'h labour.

Plijet-bras e vez ar stajidi bep tro gant ar pezh a vez degaset dezho hag er bloaz-mañ c'hoazh. Se zo kaoz e vo aozet ar staj en-dro ar bloaz a zeu d'an 12 ha d'an 13 a viz Here 2009. Adalek bremañ e c'hall ar strollegezhioù tiriadel hag ar wazourien dedennet gant ar stummadur-se mont e darempred gant Kreizenn Vroadel ar Velestradurezh Foran Tiriadel e Gwened.

Evit en em enskrivañ : http://cnfpt.fr/fr/agents/Les_catalogues_de_formation/52 (pajenn 33)

Office Public de la Langue Bretonne / Ofis Publik ar Brezhoneg.

L'Office Public de la Langue Bretonne est un établissement public créé par l'Etat, le Conseil régional de Bretagne, le Conseil régional des Pays de la Loire et les Conseils généraux de Loire-Atlantique, du Morbihan, d\\\\\\\'Ille-et-Vilaine, des Côtes d\\\\\\\'Armor et du Finistère. En savoir plus