photos/15/15776_1.jpg
- Communiqué de presse -
Trede Radio e Penn ar Bed
Hervez sifroù diwezhañ « Mediaslocales », ensavadur sontadegoù Mediamétrie, deglev France Bleu Breizh izel a zo bet kadarnaet e Penn ar Bed, gant tost da 75 000 selaouer
Par Louis Gildas pour ABP le 31/07/09 3:46

Hervez sifroù diwezhañ « Mediaslocales » , ensavadur sontadegoù Mediamétrie, deglev France Bleu Breizh izel a zo bet kadarnaet e Penn ar Bed, gant tost da 75 000 selaouer bemdez .

Gant 10, 0 pik, e teu France Bleu Breizh Izel da vezhañ trede radio ar muiañ selaouet en departamant, war-lec’h daou radio broadel hollek.

Dindan ur bloavezh en deus kresket pad-selaouidigez ar radio deus ouzhpenn 30%, o tizhout 120 munutenn, (124 e lec’h 93), ar pezh a lak FRANCE Bleu Breizh Izel da bign da 7,9 evit an deglev.

Radio lec’hel Radio FRANCE, gant e abadennoù fardet ha skignet er vro, e brezhoneg pe e galleg, a chom c’hoazh kentañ radio lec’hel Breizh Izel.

War Breizh a-bezh, an daou radio (Breizh Izel ha Armorique) a zo selaouet gant ouzhpenn 246 000 den bemdez.

Voir aussi sur le même sujet :
Cet article a fait l'objet de 1299 lectures.