Trec'h ar garantez / Le triomphe de l'amour adembannadur romant Jean-Louis Rozeg (Brogarour) e div yezh. Evit ar wech kentañ e kaver e levr an Aotrou Rozeg doare ur match Foot-ball, ur

Trec'h ar garantez / Le triomphe de l'amour

adembannadur romant Jean-Louis Rozeg (Brogarour) e div yezh.

Evit ar wech kentañ e kaver e levr an Aotrou Rozeg doare ur match Foot-ball, ur c'hoari polotenn-troad kontet e brezhoneg. Lakaet en deus ar gerioù teknik evit ar wech mat en hor yezh. Ul lip-e-bav. Met n'eo ket toud, ar paler Gwenole, mestr-skol gatolik zo o fritañ karantez gant merc'h ar skolaer lik. Ha setu brezel ar skolioù e Lestonan, e parrez An Erge Vras, hag an holl dud e-giz ki ha kazh.

Ur romant mod kozh, met brezhoneg yac'h a gaver tal ouzh tal gant ar galleg. Ur romant istorel da c'houzout penaos e ouie hon tadoù kozh en em chikanañ da vat. Goude embann Deguignet an debrer kureed setu ma embann ar gevredigezh ARKAE an Tad Rozeg an debrer laiked.

Nag a reuz en Erge Vras !

Trec'h ar Garantez / Le triomphe de l'amour

124 p 10 euro

Arkae, 5 straed Kerzevot, 29500 An Erge Vras

0298666599 www.arkae.fr

Arkae, kevredigezh da vrudan glad An Erge vras