Put your name here

connexionS'accréditer | S'abonner | Se connecter | Faire un don
> Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
- Communiqué de presse -
Trawalc'h a zismegañs
EMGANN BP 70215 22202 Gwengamp cedex www.emgann.org kemennadenn, trugarez da lakaat da embann Kemper, d'an 9 a viz Gwengolo 2005 Skol divyezhek Pont-an-Abad : trawalc'h a zismegañs ! Mantret eo izili EMGANN e Kerne o klevet e vo serret ar c'hlas divyezhek publik eus Pont-an-Abad... ur sizhunvezh goude ma oa bet digoret ! 13 bugel brezhoneger a zo re nebeut
Yannig Laporte pour Emgann-MGI le 9/09/05 16:43

EMGANN BP 70215 22202 Gwengamp cedex www.emgann.org

kemennadenn, trugarez da lakaat da embann

Kemper, d'an 9 a viz Gwengolo 2005 Skol divyezhek Pont-an-Abad : trawalc'h a zismegañs !

Mantret eo izili EMGANN e Kerne o klevet e vo serret ar c'hlas divyezhek publik eus Pont-an-Abad... ur sizhunvezh goude ma oa bet digoret ! 13 bugel brezhoneger a zo re nebeut evit derc'hel gant ur c'hlas war a seblant, koulskoude eo bet roet aotre da zigeriñ ar c'hlas dre ziv wezh (miz C'hevrer ha miz Eost). Marteze eo 13 bugel re evit enebourien hor yezh ? Abeget e vo deomp ne vije ket bet eus ar c'hlas ma vije unan unyezhek gallek. Perak neuze eo bet laosket da vont ? Deus peseurt dispign arc'hant a zo kaoz bremañ, p'eo bet dispignet 58000 euro evit e staliañ ? Pa z'eo bet anvet ur skolaer hag ur skoazellerez (war hent an dilabour ?)? Fae a vez graet ouzhomp, dimegañs, droug ha goap, tra ken ! Oc'h ober kement-se e torrer ouzh c'hoant an dud da reiñ un deskadurezh vrezhonek d'o c'hrouadurioù. Terriñ a reer ivez ar soñj da sevel klasoù er c'hentañ derez tost an eil d'egile war an hevelep pastell-vro a-benn gellet digeriñ an hentenn war-lerc'h en eil derez (pe an holl da Gemper neuze ?).

Gervel a reomp tud ha dilennidi ar vro da sevel uhel o mouezh, ha reiñ o dilez mard eo ret, pa ouezer e oa savet a-du kuzul-kêr Pont- an-Abad gant ar c'hlas da zigeriñ. Pa ne ra Stad-C'hall hag he mevelien e Breizh nemet labourat en hon enep, lakaomp hor bro war he sav, lakaomp Karta Europa da dalvezout daoust d'ar C'huzul-Vonreizh (kalz e c'hell ar c'huzulioù-kêr ober e- ser al lezenn, gant ne gollfent ket amzer da c'houlenn an aotre !), lakaomp e pleustr en hor c'hevredigezh ar pezh a nac'h ar Frañsizien ouzhomp. Brezhoneg, yezh ofisiel Pobl Vreizh !

Komite EMGANN Kerne kerne_ leon [at] hotmail.com

Vos 0 commentaires :
Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font 8 multiplié par 1 ?

ABP

Embann

Nous suivre

2003-2024 © Agence Bretagne Presse, sauf Creative Commons