Herve Bihan 'zo bet ganet e Landreger e 1956. Kelenner brezhoneg eo e Skol-veur Roazhon 2 abaoe ur pemzek vloaz bennak. Ren a ra ar gelaouenn yezhoniezh Hor Yezh abaoe 1996. Tro en deus bet da embann danevelloù er gelaouenn Al Liamm hag ivez troidigezhioù diwar ar saozneg, ar spagnoleg, ar galizeg hag ar c'hembraeg, koulz e-barzh Al Liamm hag e-barzh Al Lanv

Herve Bihan 'zo bet ganet e Landreger e 1956. Kelenner brezhoneg eo e Skol-veur Roazhon 2 abaoe ur pemzek vloaz bennak. Ren a ra ar gelaouenn yezhoniezh Hor Yezh abaoe 1996. Tro en deus bet da embann danevelloù er gelaouenn Al Liamm hag ivez troidigezhioù diwar ar saozneg, ar spagnoleg, ar galizeg hag ar c'hembraeg, koulz e-barzh Al Liamm hag e-barzh Al Lanv.

Goude ma vije kriz a-walc'h an darvoudoù kontet gant Herve Bihan en e zanevelloù e tifluk prim hag en un doare dic'hortoz alies fent ha mousfent an Tregeriad a zo anezhañ.

Lod eus an danevelloù a zo tost kar d'an danevelloù polis: memes framm, memes entan, memes from. Mont a reer da heul ur “serial killer” pe ur paotr yaouank trelatet gant ar relijion ha war glask ur garantez na c'hell ket kaout, kejañ a reer gant ur c'higer aet skuizh gant e wreg ha mestr war ar c'hoari kontell...

Liesseurt eo an tudennoù er bed krouet gant Herve Bihan: kelennerien, klaskerien-vara, tud paour, lonkerien, hailhoned ha menec'h int ha kement hini anezho a c'hoari e berzh, mat pe fall, e poull-tro ar vuhez lusket gant karantezioù brevet, barradoù alfo ha dizesper, hurlinkoù deuet da wir, digasted ha sotoni an dud...

Lakaat a ra ivez Herve Bihan war-wel goulioù a vez pell o pareañ pa'z eus kaoz gantañ eus tonkad kriz ur paotrig yuzev e-pad an eil brezel bed pe mac'homerezh an arme c'hall en Aljeria.

Skignet gant Coop Breizh

148 p. – 13 x 20 cm

Gouere 2010

ISBN 978-2-7368-0079-6

12 €

Al Liamm

14 Louzaouenn-an-Hañv / rue du Muguet

22300 Lannuon

02 96 48 03 00

kab@brezhoneg.org

Kuzul ar Brezhoneg

Pal Kuzul ar Brezhoneg zo lakaat an obererezhioù da glotañ, kenlodennañ al labour, kas war-raok, strollañ ha kreñvaat ar re a labour e brezhoneg er bed sevenadurel.
Kuzul ar Brezhoneg a stroll hag a vod abaoe 1952 kevredigezhioù a ya en-dro e brezhoneg war dachennoù liesseurt: an embann, ar c\'helaouennoù, ar yezh, an darempredoù etrekeltiek hag etrevroadel.
Pep kevredigezh ezel eus Kuzul ar Brezhoneg a chom dieub e pep keñver hervez ar pal dibabet ganti. Kuzul ar Brezhoneg n\'eo nag un ti embann nag un aozadur da gelenn brezhoneg. Ul lec\'h hag ur skoazell eo d\'ar c\'hevredigezhioù n\'o deus den gopret ebet evit kas da benn, aesaat ha micherelaat o labour. Kas a ra war-raok ul labour sevenadurel e brezhoneg en diavaez da gement strollad politikel.

Digor eo ivez Kuzul ar Brezhoneg d En savoir plus