Ur chanter o paouez da echuiñ, goude bloavezhioù a drouz hag a drubuilh ...

Setu, tost echu al labourioù e Kerampuilh. Ur greizenn nevez flamm gant kambreier plijus, un oaled a vo brav evit aozañ abadennoù, c'hoari baby foot pe kartoù ...

Evit ar poent e vez klevet c'hoazh trouz ar c'hamionoù dirak maner Kerampuilh, met ne bado ket ha spi a zo e vo, a-benn nebeut ur bern traoù nevez : salioù fiñv evit al lise, ti ar c'hoarioù hengounel e-kichen ar skate park hag ar bowling, al leurenn Glenmor gant tiez kozh adnevesaet evit lojañ arzourien o krouiñ.

'Benn ar fin eo deuet Kerampuilh da vezañ un doare "kampus" evit arzourien (Erer kozh, Glenmor), studierien ha sportourien. Aes e vo neuze leuniañ gweleoù ar greizenn degemer gant kement a draoù aozet tro dro. Ouzhpenn an 260 lisead a vo oc'h implij ingal savadurioù nevez Kerampuilh, un dra sur.

Youtuberez, kazetennerez evit Ya, Ar Men, an Abp, kelennerez, komedianez, kanerez, konterez, filmourez, ha stourmerez war dachenn ar repuidi, gwirioù mabden, ar brezhoneg, an endro e Breizh. E penn aozadur Kan ar bobl bro Kemperle, kenstrivadeg Priz ar Vugale ha Priz ar Yaouankiz, kenstrivadeg haiku Taol Kurun, bet renerez ar festival pad ugent vloaz....