Evit ur velestradurezh o ren war pemp dempartamant Breizh e oa deuet tost da 6 000 den e Sant-Nazer, disadorn. Hervez ar gevredigezh a aoze an degouezh, Breizh Unvan, e oa bet tu da welet tud eus Breizh a-bezh, ha dreist-holl tud eus al Liger-Atlantel ha bro Sant-Nazer. Bannieloù a oa e-leizh, sonerien a oa ivez, ha sioul-tre eo bet an dibunadeg, echuet dindan ar glav e-kichen bon splujerezioù Sant-Nazer. Gant skoazell Kuzul Sevenadurel Breizh, Skol-Uhel ar Vro ha Galv Karaez e oa bet aozet.

Dilennidi a oa er vanifestadeg, Patrick Mareschal, prezidant PS Kuzul-departamant al Liger-Atlantel, en o zouez. Komzet en deus d'ar vanifesterien evit kemenn kroudigezh ur bodad kenlabour Kuzul-rannvro Breizh/Liger-Atlantel, d'an 10 a viz Here da zont, e Redon. An UDB, ar Re C'hlas hag «Alternatifs» al Liger-Atlantel a oa en dibunadeg, koulz ha penn strollad an UDF e Kuzul-rannvro Breizh, Bruno Joncour. Dipitet e oa eñ peogwir e vefe lakaet kostezenn bihanniver ar C'huzul-rannvro a-gostez gant ar skipailh ren, koulz evit ar bodad kenlabour hag evit al logo nevez, bet kinniget war lec'hienn internet ar C'huzul-rannvro er sizhun dremenet.

Hervez prezidant Breizh Unvan, Emil Granville, n'eo ket a-walc'h aozañ bodadoù kenlabour. C'hoant en defe gwelet Breizh unvan en-dro a-benn an dilennadegoù rannvroel da zont, e 2010.

mailbox imprimer

Vos commentaires :

Écrire un commentaire :

ANTI-SPAM : Combien font 0 multiplié par 9 ?

Note : Ce lieu est un lieu de débat. Les attaques personnelles ne sont pas autorisées. Le trolling est interdit. Les lois contre le racisme, le sexisme, et la diffamation doivent être respectées. Les pseudos sont tolérés mais ne sont pas encouragés. Par contre l'utilisation d'anonymiseurs pour modifier votre numéro ip entrainera la suspension de vos commentaires.