Er C'hab-Kaval emañ ar stourm o tiwan diwar atiz Youenn Kerdrañvad, an den fur bet manac'h, Laou ar Prad, ur paotr yaouank ha kalonek ha Cherm Bloñs, ur gwaz

Er C'hab-Kaval emañ ar stourm o tiwan diwar atiz Youenn Kerdrañvad, an den fur bet manac'h, Laou ar Prad, ur paotr yaouank ha kalonek ha Cherm Bloñs, ur gwaz gwad tomm dindan e ivinoù. Hemañ hag a vez graet an Teodeg dioutañ, ne vo ket seizh daleetoc'h evit broudañ e genseurted.

Brudet eo Emsavadeg ar Bonedoù Ruz e-touez ar Vretoned kar-o-bro ha garanet don an darvoudoù-se e memor an dud. Drailh a oa savet e kement korn ar vro pa oa aet faez ar bobl gant an taosoù a yae war greskiñ, ha hi gwall vreset gant ar paper-timbr hag an tailhoù diniver c'hoazh. Dav e oa talañ ouzh gwaskerien ar bobl ha taer e oa ret mont de'i.

Diwar an irienn-se en deus savet Yann Bijer e romant ma laka tud pobl Vreizh war ar bazenn uhelañ.

La révolte démarre, au Cap Caval, sous l'influence de Youenn Kerdrañvad, l'homme sage autrefois moine, Laou ar Prad, un jeune homme courageux, et Cherm Bloñs, l'homme au sang chaud. Celui-ci, surnommé an Teodeg, ne mettra pas longtemps à entraîner ses comparses.

La Révolte des Bonnets Rouges qui a profondément marqué les mémoires reste de nos jours en Bretagne, un des événements historiques les plus populaires. De nombreux soulèvements ont eu lieu dans tout le pays quand le peuple n'acceptait plus les augmentations des taxes, du timbre et autres nombreux impôts. Il fallait sans plus attendre combattre ouvertement les oppresseurs du peuple.

Dans ce roman minutieusement documenté, Yann Bijer met en lumière un épisode agité de la Bretagne et replace le peuple sur la plus haute marche de l'histoire.

Embanner / éditeur : Al Liamm, 14 Louzaouenn-an-Hañv - 22300 LANNUON

kab@brezhoneg.org - www.brezhoneg.org - 02 96 48 03 00

15 € (+ 3 € mizoù-kas / frais de port)

13 x 20 cm

412 p.

ISBN 978-2-7368-0083-3

Skignet gant / diffusé par Coop Breizh

Deuet er-maez / parution : 05/2011

Kuzul ar Brezhoneg

Pal Kuzul ar Brezhoneg zo lakaat an obererezhioù da glotañ, kenlodennañ al labour, kas war-raok, strollañ ha kreñvaat ar re a labour e brezhoneg er bed sevenadurel.
Kuzul ar Brezhoneg a stroll hag a vod abaoe 1952 kevredigezhioù a ya en-dro e brezhoneg war dachennoù liesseurt: an embann, ar c\'helaouennoù, ar yezh, an darempredoù etrekeltiek hag etrevroadel.
Pep kevredigezh ezel eus Kuzul ar Brezhoneg a chom dieub e pep keñver hervez ar pal dibabet ganti. Kuzul ar Brezhoneg n\'eo nag un ti embann nag un aozadur da gelenn brezhoneg. Ul lec\'h hag ur skoazell eo d\'ar c\'hevredigezhioù n\'o deus den gopret ebet evit kas da benn, aesaat ha micherelaat o labour. Kas a ra war-raok ul labour sevenadurel e brezhoneg en diavaez da gement strollad politikel.

Digor eo ivez Kuzul ar Brezhoneg d En savoir plus