280 vues

A-drugarez da Vaina Mallejac e oa bet sevenet ur film diwar danevell "Tornaod" skrivet gant Jef Philippe e "En tu all d'an ifern"

A-drugarez da Vaina Mallejac e oa bet sevenet ur film diwar danevell "Tornaod" skrivet gant Jef Philippe e "En tu all d'an ifern".

Ret e oa kavout ur sujed evit ar bak e Jean-Marie Le Bris ba Douarnenez : sot gant al lennegezh, hag ar fantasy eo Maina, setu, ur wech graet he choaz, aet eo da gerc'hat he skolaer kentañ derez, ur c'hazetenner, ha graet un taol : ur film dedennus, a lak arz ar skrivagner war wel, ha penn kentañ ur serienn evit addizoleiñ lennegezh Vreizh, 'giz oa bet graet gant Burtul, mare Youenn Gwernig e Frañs 3 ?

Youtuberez, kazetennerez evit Ya, Ar Men, an Abp, kelennerez, komedianez, kanerez, konterez, filmourez, ha stourmerez war dachenn ar repuidi, gwirioù mabden, ar brezhoneg, an endro e Breizh. E penn aozadur Kan ar bobl bro Kemperle, kenstrivadeg Priz ar Vugale ha Priz ar Yaouankiz, kenstrivadeg haiku Taol Kurun, bet renerez ar festival pad ugent vloaz....