Put your name here

TK Bremen : tolpad diriaou dirak Prefeti ar Mor-Bihan
Setu ur savboent a zo bet kaset da ABP gant ar c'henstrollad Trawalc'h eus ar Mor-Bihan anezhi ha, da heul, ar c'halvadeg savet gantañ evit an tolpad d'an 22 a viz Kerzu. “Peñse ul lestr-karg, ministred pilpous anezho
Point de vue de La Rédaction
Publié le 21/12/11 3:12 -- mis à jour le 00/00/00 00:00


Setu ur savboent a zo bet bet kaset da ABP gant ar c'henstrollad Trawalc'h eus ar Mor-Bihan anezhi ha, da heul, ar c'halvadeg bet savet gantañ evit an tolpad d'an 22 a viz Kerzu.
Peñse ul lestr-karg, ministred pilpous anezho e Breizh... Ur gwallreuz war an natur an hini eo. Daoust da se ne 'z a ket kalz tud da ziskouez sklaer ha splann pelec'h emañ an dalc'h.


Abaoe dekvedoù e chom listri a bep seurt war ar sec'h war aodoù Breizh : anv a vez graet eus armerzh ar gounid, panevet skoazell ar Stad a zo ankouaet. Ne ra Bro-C'hall van ebet nag evit hon dibaboù politikel nag evit hor c'hoantoù, ken kreizennet m'emañ. Na chomomp ket etre daou soñj, koulz lavaret n'eus tamm politikerezh-mor ebet. Foeltret eo hon tailhoù evit Enez-Frañs hag evit ur mont en-dro d'hon drailhañ muioc'h-mui bemdez. Troet eo Bro-C'hall outi he-unan pe ouzh ar Reter, tra gwirion postet ebet war talbenn meurvor atlantel. Hogen n'emañ ket eno hor planedenn !

Diouzh an dud a vez war draezhenn Kervinic'hi a zo peñseet an TK Bremen ennañ, en em gavout a reomp noazh-pilh pa c'hallemp bezañ gwarezet.

En amzer-da-zont ez ay hor galloudoù ha distro hon tailhoù er vro war zigresk ken-ha-ken c'hoazh !

Kement-se zo anavezet-mat gant ar baramantourien. An holl gozh-listri a c'hall aodañ en hor porzhioù, diwar-goust tud a vicher all a denn gounid eus ar mor hag an natur gwallet. Ne zouj ket Bro-C'hall da gendivizad etrebroadel 1992 zoken, daoust dezhi bezañ he feurwiriekaet.

Gelver a ra ar c'henstrollad Trawalc'h da vezañ tolpet dirak prefeti ar Mor-Bihan e Gwened, anezhañ arouez ar Stad, diriaou, d'an 22 a viz Kerzu, da 6 eur noz. Deomp gant Gwenn-ha-duioù ar muiañ ma c'haller !


Evit Trawalc'h, Bertrand Deléon

Voir aussi :
facebook
mailbox
imprimer
Vos 0 commentaires
ANTI-SPAM : Combien font 8 multiplié par 5 ?
Cet espace est un lieu de débat. Les attaques personnelles ne sont pas autorisées. Le trolling est interdit. Les lois contre le racisme, le sexisme, et la diffamation doivent être respectées. Les pseudos sont tolérés mais ne sont pas encouragés.
MERCI DE RESPECTER LA LANGUE DE L'AUTEUR de l'article et donc des lecteurs. Les articles écrits en français doivent être commentés en français, les articles écrits en breton doivent être commentés en breton. Cacophonie ? Merci de ne pas mélanger les langues dans le même commentaire, sauf pour la traduction intégrale du commentaire.