Put your name here

connexionS'accréditer | S'abonner | Se connecter | Faire un don
> Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
- Appel -
Ti Sevenadur Breizh e 2011?
E-barzh Ouest-France ar Yaou 23 a viz Kerzu e lenner e vo 294 000 den ouzhpenn en departamant Il ha Gwilun a-benn 2040. N'ouzon ket hag-eñ e vo pep a
Mark Kerrain pour Mark Kerrain le 25/12/10 10:44

E-barzh Ouest-France ar Yaou 23 a viz Kerzu e lenner e vo 294 000 den ouzhpenn en departamant Il ha Gwilun a-benn 2040.

N'ouzon ket hag-eñ e vo pep a garr-tan gante : n'eo ket sur e chomo a-walc'h a barkeier da lakaat hentoù nevez enne evit ruilhal gant kemend-all a girri-tan nevez.

Kavout a ra din ne vo ket falloc'h kaout ur Skol Diwan all en departamant : unan zo evit 207 000 den e kêr Roazhon, e 2010, ha 2 en departamant evit 950 000 den.

Ne vo ket fall soñjal en un Ti ar Sevenadur Breizhek ivez. Tier a bep seurt zo e Roazhon, meur a MJC, tier evit ar sportoù, ar c'hoariva, ar varzhoniezh, ar yec'hed, ar c'hleñvedoù, ar gweleoù, an Implijoù, an diskrog-labour, al labour-douar, ar justis, ha me oar. Un Ti Etrevroadel zo, un Ti Europa. Ti Sevenadur Breizh ebet.

Met evit kaout unan e vije ret goulenn. Betek-hen n'eus den o c'houlenn . E 2011 marteze .

Voir aussi :
Vos 0 commentaires :
Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font 3 multiplié par 6 ?

ABP

Embann

Nous suivre

2003-2024 © Agence Bretagne Presse, sauf Creative Commons