Put your name here

connexionS'accréditer | S'abonner | Se connecter | Faire un don
> Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
- Article -
Ti-Post Montroulez dalc'het gant Ai'ta !

D'ar sadorn 14 a viz Genver, adal 9 eur beure, e oa bet aloubet Ti-Post Montroulez gant un tregont stourmer bennak deus ar strollad Ai'ta ! Kaset 'oa bet

Collectif pour Ai'ta ! Kreiz Breizh le 17/01/12 18:37
24612_1.jpg

D'ar sadorn 14 a viz Genver, adal 9 eur beure, e oa bet aloubet Ti-Post Montroulez gant un tregont stourmer bennak deus ar strollad Ai'ta ! Kaset 'oa bet an taol-se da benn ur sizhunvezh goude ma oa bet digoret he burevioù nevez gant Ar Post. Ur wech ouzhpenn, n'eus tamm brezhoneg enne : nag ouzh ar panelloù, nag er mekanikoù, ha ne vez ket lakaet war-wel an implijidi a oar brezhoneg… daoust d'ar pezh a c'houlennomp ingal dibaoe 4 bloaz bremañ.

Ar Post ne ra foutr deus ar brezhoneg… Evit diskuliañ kement-mañ eo bet pegsuniet an holl banelloù nevez, a-raok n'ez afe hor stourmerien en o c'hoazez war al leur. Dibab a reas renerezh Ar Post serriñ he stal, ha chomet eo tud Ai'ta ! enni betek kreisteiz a-raok asantiñ mont 'maez da adkavout o c'hamaraded.

Keit ma n'houllo ket Ar Post ober gant ar brezhoneg e talc'himp gant oberennoù seurt-se ha kreñvoc'h zoken.

Voir aussi :
mailbox
Vos 0 commentaires
Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font 8 multiplié par 9 ?