Embann a ra ar strollad Tregeriz Ai 'ta !, savet a-benn difenn ar brezhoneg, en doa divyezhekaet diabarzh ti-gar Gwengamp disadorn 18 goude merenn. Ar pemzek ezel eus Ai 'ta ! o deus graet gant nebeud a dafar ar pezh a nac'h an SNCF d'ober : peget e oa bet

Embann a ra ar strollad Tregeriz Ai 'ta !, savet a-benn difenn ar brezhoneg, en doa divyezhekaet diabarzh ti-gar Gwengamp disadorn 18 goude merenn. Ar pemzek ezel eus Ai 'ta ! o deus graet gant nebeud a dafar ar pezh a nac'h an SNCF d'ober : peget e oa bet un ugent peg-sun brezhonek bennaket e-kichen ar skridoù galleg. Ha setu divyezhekaet diabarzh ti-gar Gwengamp (ha bravaet ivez war un dro, gant liv orañjez ar peg-sunioù !). Diouzhtu goude ar pegañ e oa bet igoret evel zo gleet an ti-gar divyezhek-se, hag a douj d'ar vrezhonegerien a-benn ar fin. Graet e oa bet un tamm kaoz gant un dilennadez, ur vrav a skerp gwenn ha du ganti, evit goulenn ma vefe implijet ar brezhoneg er servijoù publik ha ma 'h afe war-raok an divyezhegezh er gevredigezh. Daoust dezhi bezañ fromet ken e oa n'he doa ket krenet en ur droc'hañ ar seizenn, dirak tud ha kazetennerien a oa en em gavet eno. E-touez an dud a oa en ti-gar oa bet merzet un dek den gwisket tout memes mod, gwiskamantoù glas gante. Deomp da welet e oant dedennet bras gant an divyezhegezh hag ar brezhoneg p'o doa tennet o foltred d'an holl peg-sunioù lakaet ganeomp ! Setu e oamp aet a-raok, stad ennomp, hep teurel pled ouzh gourdrouzoù paotr an ti-gar. Moarvat e oa bet sammet re a vec'h war chouk ar paour-kaezh paotr en devezh istorel-mañ, ha gant-se e vo digarezet.

Ai'ta ! Bro Dreger

Collectif de Trégorois pour la sauvegarde du breton, Ai 'ta ! est composé pour l'instant d'une vingtaine de jeunes dont le dénominateur commun est l'envie d'agir pour la langue bretonne, dont nous constatons au quotidien le déclin. Sa composition provisoire est représentative de la société bretonne avec des lycéens, employés, professeurs, étudiants, ouvriers… hommes et femmes, bretonnants et non-bretonnants, réunis dans un groupe appelé à se développer. <br>Nous sommes un mouvement ayant vocation à rassembler le plus de personnes possible. Car pour nous le salut de la langue bretonne doit être l'affaire de tous les Bretons, notamment des plus jeunes. C'est pour cela que nous allons œuvrer à fédérer toutes les personnes sensibles au devenir de la langue.
Ai 'ta ! n'est dépendant d'aucun pa En savoir plus