Publier | S'accréditer | S'abonner | Faire un don
Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
-
photos/33/33372_1.jpg
- Communiqué de presse -
Ti Annez b'ar Pouldu : skrivan evit ar re yaouank hag evit ar c'hoariva
Gant ti annez ar Pouldu oa bet bodet meur a wech skrivagnerien Priz ar Vugale ha Priz ar Yaouankiz
Par Fanny Chauffin pour Taol Kurun le 27/03/14 16:41

Gant ti annez ar Pouldu oa bet bodet meur a wech skrivagnerien Priz ar Vugale ha Priz ar Yaouankiz, gant Garminig An Ihuellou, Mai Ewen, Erwan Brenn, Jakez Erwan Mouton, Denise Le Franc, Hervé Lossech, Yann Fanch Jacq, Krista Rios, ... gant ar gevredigezh fea.

E tal ar mor, degemeret gant an ostizes Magdi, e vo tri staj evit 15 den : skrivan da gentan, evit peurlipat skridoù Priz ar Yaouankiz ha Priz ar Vugale gant Yann Gervern. Ar re a raio konkour Bannoù treset a zo pedet ivez, ha goude un devez labour war ar senario, an istor, e vo Christophe Babonneau a zeuio un devezh evit peurlipat an tresadennoù gant an dud. Ur staj skrivan evit ar c'hoariva a vo aozet ivez, asambles gant Ricardo Montserrat, boaz da sikour raktresoù skrivan e Korsika, karterioù an Oriant pe war ar maez, e forzh peseurt yezh.

Deiziadoù : 28/29 a viz Ebrel 2014, er Pouldu, Kloar Karnoed

Priz : digoust (kenaozet gant ar Rannvro hag an Departamant)

evit lakaat (h)ec'h anv : 06 79 14 96 87 / afea [at] laposte.net

Voir aussi sur le même sujet : lennegezh, krouidigezh, c'hoariva