Put your name here

connexionS'accréditer | S'abonner | Se connecter | Faire un don
> Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
Daou hentad a vez kinniget da zizoleiñ istor aberioù Bro-Leon hag ar vuhez tro-dro dezho  o endro ekologel  ha lusk al lanvioù. Kement-se war-bouez dielloù  maketennoù ha c’hoarioù e koad.
Daou hentad a vez kinniget da zizoleiñ istor aberioù Bro-Leon hag ar vuhez tro-dro dezho o endro ekologel ha lusk al lanvioù. Kement-se war-bouez dielloù maketennoù ha c’hoarioù e koad.
- Communiqué de presse -
Ti an Aberioù nevez digoret e Sant-Pabu
D'an 23 a viz Even e oa bet lidet war an ton bras digoradur ofisiel Ti An Aberioù e Sant-Pabu. Gérard Auffret o chom e Sant Pabu hag eil-prezidant ar gevredigezh, a zispleg deomp ar rag hag ar perag eus al lec'h sevenadurel nevez-se.
Gwenael Dage pour Ya ! le 29/11/10 11:46

D'an 23 a viz Even e oa bet lidet war an ton bras digoradur ofisiel Ti An Aberioù e Sant-Pabu. Gérard Auffret o chom e Sant Pabu hag eil-prezidant ar gevredigezh, a zispleg deomp ar rag hag ar perag eus al lec'h sevenadurel nevez-se.


Ya ! : Ha neuze, Gérard, kontit deomp 'ta peseurt doare ti eo Ti An Aberioù ?

G. Auffret : Ul lec'h evit reiñ da c'houzout d'an holl petra eo un aber an hini eo. Bez' e oa dija eus Ti ar Stêrioù hag ar Milinoù e Sizun, Ti an Askell-Groc'hen e Kernaskledenn, Mirdi ar Vezhinaerien e Plougerne, Ti an Tevennoù e Plouneour. Ha netra evit an aberioù. Mankout a rae un dra bennak !


Ya ! : Ha perak e Sant-Pabu ?

G. Auffret : Amañ hon doa pep tra evit staliañ ul lec'h a seurt-se. Sant-Pabu zo dres dirak genoù an Aber Benniget. Eus Korn ar Gazel e c'heller gwelet ar mor hag an aber. Tud a youl vat a oa ivez, prest da gregiñ e-barzh. Hag ouzhpenn-se e oa amañ war an tevenn un ti kozh bet prenet gant ar gumun abaoe pell o c'hortoz kouezhañ en e boull.


Ya ! : Displegit deomp 'ta en un doare resisoc'h da betra e servij al lec'h.

G. Auffret : Amañ e vo posupl dizoloiñ peur ha penaos e oa bet furmet an aberioù, penaos e ya ar mareoù en-dro, ar chal hag an dichal, an dour mor hag an dour dous, peseurt loened ha peseurt plantennoù a c'heller gwelet en aberioù, penaos e vev an dud war bord an aberioù, o micherioù ivez (a denn d'an istr, d'ar bigi, d'al labour-douar ha d'ar chatal...), peseurt kemm zo bet degaset en doareoù-bevañ abaoe penn-kentañ ar c'hantved diwezhañ, ha kement zo...


Ya ! : Ur seurt mirdi eo neuze ?

G. Auffret : Estreget ur mirdi eo ! C'Hoant hon eus e teufe Ti An Aberioù da vezañ ul lec'h-eskemm evit an holl e Bro an Aberioù adalek Plougerne betek Lambaol-Blouarzel.


Ya ! : Petra a c'heller ober e Ti An Aberioù ?

G. Auffret : Peadra da gontantiñ an div-skouarn hag an daoulagad zo, evit ar vugale koulz hag evit an dud en oad...

Daou live a vez kinniget. Evit ar c'hentañ live ez eus ur sal gant un hent-kelc'h treset war al leur. Kinniget e vez c'hwec'h stal vihan evit diskouez red un aber adalek ar mor don betek an douaroù... An holl c'hoarioù zo graet gant koad. Tamm elektronek ebet e-barzh !

An eil live zo evit ar re o deus muioc'h a amzer. Amañ ez eus filmoù, panelloù, poltridi, levrioù, ma c'hello pep hini sellet outo war al lec'h hervez e c'hoant.


Ya ! : Hag en diavaez ez eus un dra bennak da ober ivez sur a-walc'h ?

G. Auffret : Evel-just ! Ur gweledva a-feson zo adalek ar porzh. Dirak genoù an Aber Benniget emeur, dirak tour-tan Enez-Wec'h... Pep enezenn, pep karreg zoken he deus he anv hag he istor. Manu Laot a vez aze, prest da zisplegañ pep tra d'an neb a c'houlenn.


Ya ! : Peseurt tud a zeu da weladenniñ al lec'h ?

G. Auffret : A bep seurt... Tud yaouank, tud koshoc'h... Strolladoù, tud o-unan. Etre ar 6 a viz Gouere hag an 31 a viz Eost e oa bet deuet tost da 500 den. Ar pezh n'eo ket fall. Evit Devezh ar Glad e oa digoust evit mont e-barzh.


Ya ! : Ha gant piv ha penaos e vez renet an ti ?

G. Auffret : Ur gevredigezh nevez zo bet savet, Maison des Abers / Ti An Aberioù he anv, gant Claude Colin eus Gwitalmeze o ren anezhi. Er gevredigezh-se ez eus bet bodet asambles tud ordinal evel c'hwi ha me, ha kevredigezhioù (An Estran e Gwitalmeze da skouer, An Oaled e Treglonou, Patrimoine et Environnement e Sant-Pabu, hag all). Ar c'hevredigezhioù-se a c'hell implijout ar savadur evit kas o raktresoù war-raok. Soñj implijout un den a-vicher hon eus ivez evit ober war-dro, hanter-amzer er penn-kentañ..Ha muioc'h pa vo arc'hant !


Ya ! : Pa rit kaoz eus an arc'hant... Gant piv oc'h bet sikouret evit kas ho raktres da benn ?

G. Auffret : Gras d'ar programm “Leader” meret gant Ajañs Diorren Bro an Aberioù hon eus resevet ur yalc'had digant Europa. D'ar mare-se e oa bet ijinet Ti an Aberioù gant ar burev-studi Ecoumen (Remi Le Gall, Yvan Le Goff ha Loic Corouge), ar gevredigezh Patrimoine et Environnement, ha kumun Sant-Pabu evel-just ! An arc'hant (420 000 €) zo bet roet deomp gant ar Stad, ar Rannvro, an Departamant, ar CCPA hag ar Gumun.


Ya ! : Marteze e c'hellfec'h reiñ un tañva da lennerien eus ar pezh eo un aber ?

G. Auffret : N'eo ket sklaer tamm ebet e spered an dud penaos e oa bet furmet an aberioù, ha perak ha penaos e teu an dour-mor ken pell-se en douaroù. Lod a soñj e oant bet furmet da vare an Dour-Beuz Bras... Lod all a gav dezho e oa bet tremenet an traoù amañ 'vel e fjordioù Bro-Norvej pe Bro-Skos, da lavaret eo e oa bet amañ ivez skornegi da vare ar Skornadur. Ar pezh n'eo ket gwir tamm ebet.

Da lod all c'hoazh e tegas ar ger “aber” soñj eus ar sent bet deuet eus Breizh-Veur (Ildud, Gouenoù, Paol hag ar re all...) da glask repu e Breizh. Ha m'o defe ar re-mañ un dra bennak da welet gant an doare ma oa bet furmet an aberioù, mitio ? Ur burzhud ouzhpenn marteze ?

M'ho peus c'hoant da c'houzout hiroc'h, deuit 'ta d'hor gwelet !


Ya ! : Ha perak ar ger “aber” ?

G. Auffret : Liv ar brezhoneg zo war ar ger-se... Se zo sur. Gant ar jeografourien eo bet roet an anv-se, diwar-skouer Bro-Skos ha Bro-Gembre, d'an Aber Ac'h, d'an Aber Benniged ha d'an Aber Ildut nemetken. Pa 'z eo chomet ar stêrioù all gant anvioù disheñvel : “Stêr” evit an Oded, pe “Ria” : Ria du Conquet e Konk-Leon ha Ria de la Penzé, pe c'hoazh “Rivière” : Rivière de Morlaix e Montroulez ha Rivière (pe Ria...) d'Etel en Intel...

Ar re gozh gwechall ne implijent ket ar ger “aber”. Ober a raent gant ar ger “stêr” ha setu tout, hervez Mikeal Madeg.


Ya ! : Labour zo c'hoazh war ar stern, douetus ?

G. Auffret : Ya ! Met roet eo ar lañs. Hag ar pezh zo bet skrivet war al Levr-Aour a vez kinniget d'an dud da fin o zammig tro e Ti An Aberiou a zegas fiziañs ha pasianted deomp.


Komzoù dastumet gant Paulette an Eskob


Da c'houzout :

Ar priz evit mont e-barzh : 3  €, 2 € etre 10 ha 16 vloaz, digoust dindan 10 vloaz.

10  €  /  15  € evit ur familhad evit ur gartenn a ro an aotre da vont e-barzh a-hed ar bloaz.

2  € dre zen evit ar strolladoù (adalek 9 den)

Evit mont e darempred : 02 98 89 75 03

Evit erruout e Ti An Aberioù : ur wech en em gavet e Sant-Pabu, heuliañ ar panelloù betek Korn Ar Gazel.

Voir aussi :
Vos 0 commentaires :
Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font 5 multiplié par 6 ?

ABP

Embann

Nous suivre

2003-2024 © Agence Bretagne Presse, sauf Creative Commons