Deuet eo er-maez al levr Teod ar balafenned, un dastumad bihan a gontadennoù gant Manuel Rivas, troet diwar ar galizeg gant Mark Kerrain.
Fellout a rae d’an embannerien vrezhonek, Sav-Heol hag An Alarc’h, embann an oberenn-se a-benn Festival Etrekeltiek an Oriant 2009 ma vo enoret Galiza er bloaz-mañ.
Gant ul levr brezhonek e vo skoulmet, evit ar wech kentañ, an darempredoù etre hon div yezh.
"Sonerezh Galiza zo anavezet e Breizh, he lennegezh avat n’eo ket. Poent e oa kavout ul levr brezhonek gant danevelloù eus ar vro-hont, ha n’haller ket kinnig gwelloc’h eget danevelloù Manuel Rivas, ur skrivagner meur, brudet en e vro hag e Spagn a-bezh.
Komz a ra deomp eus e bobl, labourerien, pesketaerien, ha divroidi, doujañs ennañ ouzh an dud reuzeudik, kalet ha bresk war un dro, prest da dec’hel en o hunvreoù.
Komz a ra deomp eus karantez, ouzh an dud evel ouzh ar vuhez, en tu all da gorventennoù an ebr hag an Istor.
Peder danevell zo el levr. En hini hirañ, « Teod ar balafenned » (A lingua das bolboretas) e lenner istor ur vignoniezh etre ur bugel hag ur skolaer er bloaz 1936, pa grogas ar brezel diabarzh. Un danevell fromus, deuet da vout ur film brudet e Spagn"