Nevez ! Nireblog, ur savenn sevel blogoù e brezhoneg. Atav kement a virvilh e brezhoneg war tachenn an teknologiezhioù nevez. Ar vrezhonegerien n'o doa ket gortozet kaout un etrefas en o yezh a-raok en em lakaat da grouiñ blogoù. Memes tra, mankout a rae d'an dud, ha dreist-holl d'ar rummadoù

Nevez ! Nireblog, ur savenn sevel blogoù e brezhoneg.

Atav kement a virvilh e brezhoneg war tachenn an teknologiezhioù nevez. Ar vrezhonegerien n'o doa ket gortozet kaout un etrefas en o yezh a-raok en em lakaat da grouiñ blogoù. Memes tra, mankout a rae d'an dud, ha dreist-holl d'ar rummadoù yaouankañ a c'hortoze ul lec'hienn a ginnigfe un endro brezhonek klok. Evit ar mare e oa chomet an holl etrefasoù e saozneg pe e galleg.

Nireblog zo ur savenn digoust efedus-kenañ hag eeun-tre a c'haller drezi sevel ur blog e 10 eilenn. N'eus netra da bellgargañ.

E-kreiz 2006 e oa bet krouet Nireblog gant un Euskarad, emzesket war ar stlenneg, David González eus e anv hag a oa e bal gallout kinnig Nireblog er muiañ a yezhoù posupl. Evit poent eo bet troet penn-da benn en un 10 yezh bennak, ar brezhoneg en o zouez, ha boulc'het eo an droidigezh e 40 yezh all.

Gant Fulup Jakez, rener an Ofis, bet troet Skype gantañ dija e fin ar bloaz tremenet, eo bet graet war-dro an droidigezh vrezhonek. Meret eo Nireblog gant ur skipailh tud eus Euskadi Kembre, Maroko, Katalonia, Portugal pe c'hoazh Rusia.

Evit gouzout hiroc'h :

Fulup JAKEZ – Ofis ar Brezhoneg – 8 bis straed Félix Faure 29270 KARAEZ-PLOUGÊR Pgz : 02 98 99 30 15 Postel : fulup.jakez@ofis-bzh.org

Evit krouiñ ur blog war Nireblog : http://nireblog.com/all

Evit sellet ouzh blogva brezhonek Nireblog nevez lañset e deroù miz Mae : http://nireblog.com/br

Evit sellet ouzh blog Nireblog e brezhoneg : http://br.nireblog.com/post/2007/05/05/degemer-mat-war-nireblog-e-brezhoneg

Evit sellet ouzh blog Fulup Jakez war Nireblog : http://fulup.nireblog.com/

Office Public de la Langue Bretonne / Ofis Publik ar Brezhoneg.

L'Office Public de la Langue Bretonne est un établissement public créé par l'Etat, le Conseil régional de Bretagne, le Conseil régional des Pays de la Loire et les Conseils généraux de Loire-Atlantique, du Morbihan, d\\\\\\\'Ille-et-Vilaine, des Côtes d\\\\\\\'Armor et du Finistère. En savoir plus