Gourc'hemennoù d'an holl strolladoù. Aloubet Speied gant ur vandennad tud yaouank, brezhonegerien lod anezho, sot gant ar sonerezh trash ... ha gerioù gros e brezhoneg.

Kinniget evit ar pedervet gwech, met evitar c'hentañ gwech e Speied, en deus graet berzh an Taol lañs er bloaz-mañ, gant ur bern strolladoù, doareoù sonerezh disheñvel-tre etrezo.

Anjelina Beauvir gant Fred, tapet ganto priz ar brezhoneg : adkavet oa bet ganto ur sonenn vrav kompozet evit ar pezh-c'hoari Eden Bouyabes, c'hoariet gant Teatr Piba.
Koubladoù gitar a zo bet kalzik gant Mewen Cabon/Malo Adeux, Feydia/Quentin, sonerien Startijenn adkavet en ur strollad all ...

Frouezhus an eostad, me lâr deoc'h !

Er bloavezhioù paseet, setu a re oa bet priziet
1- Iwan B
2- Gimol Dru Band
3- Egin
4- Rock 'n Diroll