Put your name here

connexionS'accréditer | S'abonner | Se connecter | Faire un don
> Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
- Agenda -
Taol-Lañs 2009, arvest sonerezh arnevez en brezhoneg,
Diwanet (kevredigezh Skolidi kozh Diwan) ha Dazont ar Yezh (Kevredigezh gant pall dioren ar brezhoneg) a zo laouen d' ho pediñ da zont 'ba Karaez d'ar Gwener 29 a viz
Tristan Le Nedellec pour Diwanet le 1/05/09 9:03

Diwanet (kevredigezh Skolidi kozh Diwan) ha Dazont ar Yezh (Kevredigezh gant pall dioren ar brezhoneg) a zo laouen d' ho pediñ da zont 'ba Karaez d'ar Gwener 29 a viz Mae er c'horu evit an trede « Taol-Lañs ».

Goude berzh bras an daou « Taol-Lañs » gentañ, ez eo bet diskouezet e oa strolladoù a gane e brezhoneg met o doa poan da vezañ anavezet, padal ez eus ur publik prest d'o selaoù. A-benn sikour da ziorenn strolladoù yaouakizoù donezonet eus Breizh, hon eus bet c'hoant kenderc'hel gant ar gouel plijus-se. An « Taol-lañs », pe « tremplin » a zo graet evit lakaat da zizoleiñ strolladoù a gann e brezhoneg kanaouennoù mod nevez.: an hini a-zaio ar maout gantañ a c'hoario e gouelioù all ivez, festivalioù an hañv.

Ar strolladoù hag o defe c'hoant kemer perzh ha bezañ war ar renk a-benn gounit ar prizh a rank c'hoari d'un doare nann-hengounel, gant komzoù e brezhoneg. Evit enskrivañ ur strollad, ret eo pellgargiñ ar rest amañ dindan pe war al lec'hienn (voir le site) ha kas anezhañ dre postel da : taollans [at] gmail.com , pe dre ar post.

Resevet e vo ganeoc'h an titouroù all ivez.

Loread Taol-Lañs 2007 : Iwan B, rapour, kaner hip-hop eus Pariz. Loread Taol-Lañs 2008 : Ar strollad « Gimol Dru Band », Rap, rock, punk eus korn bro Vrest.

Kampiñ digoust a vo evit ar re yaouank e tachenn kampiñ an ti-ker (evit un nozvezh). 20 mn war zroad eus ar c'horu, birou a vo.

Deuit niverus da riboulat, digar d'an holl dud. Broudit ho mignoned nann-brezhonegerien ivez. Ken voc'h gwelet 'ba Karaez !

Document PDF 14970_2.pdf . Source :
Vos 0 commentaires :
Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font 3 multiplié par 6 ?

ABP

Embann

Nous suivre

2003-2024 © Agence Bretagne Presse, sauf Creative Commons