Kouezhet eo barnadenn ar CSA evit pezh a sell ouzh ar frekañsoù nevez war ar vandenn FM. Peadra zo da vezañ heuget. En Treger-Goueloù ne vo tamm frekañs nevez ebet evit ur radio brezhonek. Solut e oa teuliad Kaouenn FM koulskoude pa vefe war tachenn ar skoazelloù (dilennidi,

Kouezhet eo barnadenn ar CSA evit pezh a sell ouzh ar frekañsoù nevez war ar vandenn FM. Peadra zo da vezañ heuget. En Treger-Goueloù ne vo tamm frekañs nevez ebet evit ur radio brezhonek. Solut e oa teuliad Kaouenn FM koulskoude pa vefe war tachenn ar skoazelloù (dilennidi, kevredigezhioù pe izili hag a c\'hallomp trugarekaat holl a greiz-kalon) pe war hini ar budjed, an teknik pe roll ar programoù.

N\'eus ket keit-se zo e veze kastizet ha mezhekaet ar vugale er skol pa zeue tammoù gerioù brezhonek e-maez o genoù : embannet e oa sklaer e oa difennet komz brezhoneg. Tostoc\'h a-se e seblant bezañ ar c\'houlz-se ma \'c\'h eo tro ar CSA bremañ hag e skourr rannvroel ar CTR e Roazhon (hemañ diwezhañ bet o studiañ an teuliadoù a-benn kuzuliañ ar CSA e Pariz) da lavaret krak ha berr ec\'h eo difennet da dud Treger-Goueloù komz brezhoneg war ar gwagennoù ha ken difennet all klevet o yezh, er vro m\'emañ ar muiañ a dud gouest da gompren brezhoneg. Mann ebet e brezhoneg neuze panevet d\'an aluzen a ro servij publik France Bleu Breiz Izel dimp gant ar bruzunajoù a abadennoù brezhonek a ya war zisteraat a vloaz da vloaz.

War takad Lannuon ma oa bet Kaouenn FM o kinnig un teuliad e oa dister an niver a frekañsoù kinniget gant ar CSA d\'ar re o doa c\'hoant da vont war ar renk. N\'eus ket plas ken war ar vandenn FM eme e Veurdez ar CSA. Greomp plas neuze : gallout a reer selaou France Inter, France Culture ha France Musique war bep a zaou pe dri frekañs disheñvel. Da biv n\'eo ket c\'hoarvezet kouezhañ meur a wech war ar memes radio pa oa o klask en un doare otomatek ur radio bennak en e garr ?

Sed aze un toullad sifroù a lakao splann peseurt plas eo hini ar brezhoneg : Gant 14 eurvezh a abadennoù brezhonek war 168 eurvezh a zo en ur sizhunvezh ec\'h eo 8,3% feur ar brezhoneg war France Bleu. 0,5 % eo feur ar brezhoneg war hollad ar programoù FM (2856 eurvezh) a c\'haller tapout e takad Lannuon . 0% war ar gwagennoù bras, anat eo d\'an holl ! Ma vije bet degemeret radio brezhonek Kaouenn FM e vije aet feur ar programoù brezhonek da 5,7% er vro ma vez 42% a dud oc\'h embann e komprenont brezhoneg. Un dibab all zo bet avat hag e tiskenno un tamm muioc\'h ar sifr-mañ : 0,4%.

Pegeit c\'hoazh e ranko Breizhiz degemer e vefe graet fae war o yezh ? Petra a dalvez ar ger « demokratiezh » pa roer gwir d\'un dornad tud da zifenn ouzh ur bobl klevet he yezh pa \'z eus 90% anezhi a embann c\'hoantaat e vefe miret bev ? Evit doare e ouzer ankouaat, pa vez ezhomm, petra eo ur « Stad a wirioù ». Hag ur wech ouzhpenn, ar pezh a zo aotreet da Gorziz n\'eo ket da Vreizhiz a zalc\'h da anduriñ abadenn barizian Patrick Sabatier diwar goust an abadennoù lec\'hel a vez krennet c\'hoazh hag adarre.

An diskoulm zo anavezet : d\'ar Rannvro d\'ober d\'ar CSA mirout ur frekañs evit kement takad na vefe radio brezhonek ebet c\'hoazh warnañ, evit ma c\'hallo an holl e Breizh dibab etre ar brezhoneg hag ar galleg a-hed an deiz. Kaouenn FM a c\'halv an dilennidi da embann en un doare foran o soñj war an diviz mezhus bet tapet gant ar CSA. Gervel a reomp an holl, tud ha kevredigezhioù da zerc\'hel d\'hon skoazellañ evit ma c\'hallo tud ar vro kaout abadennoù e brezhoneg e stumm pe stumm. Er sizhunioù da zont e talc\'ho Kaouenn FM hec\'h emvod-meur a-benn prientiñ an dazont. An neb a venn hennezh a c\'hell. Kaouenn FM 28-10-2006