Mignoned Ai'ta!
Mignoned Ai'ta!

Krouet eo bet e miz Gwengolo 2013 ar gevredigezh lezenn 1901 « Mignoned AI'ta ! » , da gentañ evit skoazellañ stourmerien ar strollad A'ta ! tapet get prosesoù e

Krouet eo bet e miz Gwengolo 2013 ar gevredigezh lezenn 1901 « Mignoned AI'ta ! » , da gentañ evit skoazellañ stourmerien ar strollad A'ta ! tapet get prosesoù e Roazhon hag en Oriant, emañ pal ar gevredigezh klaz ledenoc'h : « brudañ, skoazellañ ha difenn ar brezhoneg ha sevenadur Breizh ha souten kreñv stourmerien pe gevredigezhioù all o stourm evit ar palioù-se » hervez he statudoù.

Setu Perak e embannompp sklaer eo fuloret-ruz hor c'hevredigezh gant implij ar brezhoneg evit enebiñ ouzh ar relijion islamek e Breizh !

Dre m'emañ kalz a vretoned ha vretonezed o stourmañ evit ma vo anavezet al liesserteud yezhel e Frañs (peurwiriekaat karta europat evit ar yezhoù rannvro, implij ar brezhoneg er servijoù publik...), n'eus ket tu da anduriñ eo bet implijet ul lugan e brezhoneg « er-maez arabed ! » digwener paset, d'an 9 a viz genver, get ur soñj a-enep islam diouzh ur voskeenn e Roazhon !

Ar brezhoneg hag ar stourm kaset gant kalz a vretoned evit o yezh ne c'hell ket bezañ kevelet gant seurt emzalc'hioù heugus ! Ne c'heller ket ober ur meskaj etre implij ar brezhoneg ha gouennelouriezh.

PINSCHOFF Bronwenn

« Mignoned Ai’ta !* » est une association loi 1901, créée en septembre 2013 afin de « promouvoir, soutenir et défendre la langue et la culture bretonnes et d’apporter son soutien actif aux militants et aux autres associations dont l’action correspond à ces objectifs ». En savoir plus