Put your name here

connexionS'accréditer | S'abonner | Se connecter | Faire un don
> Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
- Communiqué de presse -
TAD-KOZH AN NEDELEG 'ZO 'TONT EN TREGER DISADORN
Hopala, trouz a vo er vro ! Divinit piv a deuio da sikour ar strollad Ai\'ta ! en e stourm evit ar brezhoneg ? An tad Nedeleg e-unan ! Hennezh hag
Collectif Par Ai'ta ! Kreiz Breizh le 16/12/12 15:25

Hopala, trouz a vo er vro ! Divinit piv a deuio da sikour ar strollad Ai'ta ! en e stourm evit ar brezhoneg ? An tad Nedeleg e-unan !

Hennezh hag a oar kement yezh 'zo er bed a oa dipitet bras peogwir ne reseve lizher ebet e brezhoneg. « Poent bras eo din mont da welet penaos emañ kont du-hont » en doa soñjet. Dont a raio neuze d'ober un tamm tro e Bro-Dreger d'ar sadorn 22 a viz Kerdu, ha reiñ a ra emgav d'an dud :

- e Gwengamp, war plasenn ar Vali, da 10 eur 30

- e Plounevez-Moedeg, dirak an ti-kêr, da greisteiz hanter

- e Montroulez, war plasenn an ti-kêr, da 2 eur g.k.

- e Lannuon, war plasenn an ti-post, da 4 eur 30

Moaien a vo d'ar vugale (ha d'o zud !) dont da welet anezhañ ha da gas pe da lenn o lizher-profoù e brezhoneg dezhañ, pa vo e lutuned o reiñ ton dezhi gant sonerezh hag arvestoù plijus a-bep seurt... a-raok na gemerfent penn an hent ! Daou bal a zo d'an abadenn-mañ. Da gentañ, reiñ an tu d'ar vugale (hag a zo niverusoc'h-niverus o teskiñ brezhoneg er skolioù) da glevet ha da gomz brezhoneg e-maez o skolioù. Da c'houde e fell dimp kinnig d'an holl dud a gomz hag a souten hor yezh d'en em gavout evit tremen ur prantad plijus ha divoaz an holl asambles. Setu un doare all da diskwel nerzh hor yezh war ar blasenn foran. Pedet eo an dud gour ivez da dont stank ha stank gant o lizher-profoù, ha pa vefe skrivet en ur mod sirius pe faltazius penn-da-benn.

« Gwel' a rit, n'eo ket diaes kas lizheroù e brezhoneg memestra ! » eme an Tad Nedeleg. « Petra zo kaoz ne welan tamm brezhoneg ebet en tier-post ? » Ai'ta ! a sav a-du gantañ evel-just. Un digarez brav a vo e droiad da dont da lavaret ur wezh c'hoaz 'meump c'hoant bras da welet ha da glevet ar brezhoneg en tier-post... hag en holl servijoù publik !

Document PDF skritell_nedeleg_2.pdf . Source :
Voir aussi :
Vos 1 commentaires
Patrick Chevin Le Lundi 17 décembre 2012 00:13
Eun orañjezenn am bo, ho, ho, ho!
(0) 

Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font 8 multiplié par 0 ?

ABP

Embann

Nous suivre

2003-2024 © Agence Bretagne Presse, sauf Creative Commons