Master “Micherioù ar C'helenn” divyezhek ar Gelennadurezh Katolik Kinnig a ra an EUSGeK (ISFEC) abaoe gwengolo 2010 un hentad stummañ d'ar studierien pe d'ar supleanted o defe c'hoant dont da vezañ

Master “Micherioù ar C'helenn” divyezhek ar Gelennadurezh Katolik Kinnig a ra an EUSGeK (ISFEC) abaoe gwengolo 2010 un hentad stummañ d'ar studierien pe d'ar supleanted o defe c'hoant dont da vezañ kelenner ar skolioù divyezhek dindan stern ar master. Kenglotañ a ra an hentad-se gant ar genstrivadeg kelenner ar skolioù divyezhek. Pevar fal zo bet lakaet d'ar stummadur :

  • tapout ar master
  • prientiñ ar genstrivadeg
  • diorren barregezhioù war vicher kelenner ar skolioù
  • stummañ ar studierien war an divyezhegezh
Divizet eo bet gant ar Gelennadurezh Katolik hag an EUSGeK (ISFEC ) staliañ ar stummadur e Brest evit Breizh a-bezh. Met ar stajoù (12 sizhuniad ) a vo graet e departamant a orin . Ha goude bezañ tapet ar genstrivadeg hag ar master e c'hello distroiñ an dud d'o departamant a-orin. A-benn gwengolo 2011 e vo 300 euriad e brezhoneg war 780 euriad a gentelioù a zo ha 120 euriad ouzhpenn a-fet gwellaat ar brezhoneg. Hag evel-just e c'hello an dud goulenn ar yalc'had « Skoazell » gant ar C'Huzul-Rannvro. Titouroù : ddec29.g-berthou@ecbretagne.org ddec56.y-verney@ecbretagne.org