E Douarnenez e vo digoret un eil stummadur "Kelenn d'an dud deuet".
Evel hini Karaez e vo dalc'het etre ar 15 a viz Mae hag an 03 a viz Gouere 2012.
Seizh sizhunvezh stummadur o teskiñ (301 eurvezh) ha div sizhunvezh pleustrek a yelo d'ober anezhañ. Pal ar stummadur eo pleustriñ ha mestroniañ an teknikoù kelenn d'an dud deuet, hentennoù an "Deskiñ Fonnus" ("Accelerated Learning") hag an hentennoù muiañ-implijet en o zouez.
Gant ar C'huzul-Rannvro e c'hell bezañ kemeret e karg koust ar stummadur evit an dud dilabour, gant fontoù-stummañ evit ar c'hopridi.
Kement ha gouzout hiroc'h e c'hellit mont e darempred gant Roudour ( roudour2 [at] wanadoo.fr - 02 98 99 75 81).