
D'an 20 hag 21 a viz Here e vo kinniget un dibenn-sizhun stummañ gant DAO e Plijidi (22) e kreizenn Studi-ha-Dudi. Ul lodenn eus ar steuñv-stummañ « kelenner brezhoneg d'an dud deuet » eo an dibenn-sizhun-se. D'ar sadorn e vo studiet an hentenn TPR gant Lan Tangi, stummer e Roudour. Gant
D'an 20 hag 21 a viz Here e vo kinniget un dibenn-sizhun stummañ gant DAO e Plijidi (22) e kreizenn Studi-ha-Dudi. Ul lodenn eus ar steuñv-stummañ « kelenner brezhoneg d'an dud deuet » eo an dibenn-sizhun-se.
D'ar sadorn e vo studiet an hentenn TPR gant Lan Tangi, stummer e Roudour. Gant an hentenn-se e vez kelennet ur yezh dre ar jestroù. D'ar sul e vo displeget reolennoù ha doareoù kelenn an distagadur gant Brieg ar Menn, stummer e Stumdi.
Priz an dibenn-sizhun (gant bod ha boued) : 70 euro evit kelennerien an aozadurioù ezel eus DAO ; 100 euro evit ar re all. Lakait hoc'h anv a-raok ar 15 a viz Here : dao.breizh@wanadoo.fr / 02 98 99 94 24
Commentaires (0)
Aucun commentaire pour le moment. Soyez le premier à réagir !