Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
photo
- Communiqué de presse -
Stummadur ar re yaouank ha treug micherel an oadourien
An diorroerezh. Hollret eo an diorroerezh evit an holl Vretonezed ha Bretoned. Skorañ a raimp poentoù pouezus eus ar spesadelezh vreizhat en diorroerezh. Perzh kreñv an tiegezh er reizhiad diorren,gallout skoliañ ar
Par Christian Troadec pour Nous te ferons Bretagne le 9/03/10 9:14

An diorroerezh.

Hollret eo an diorroerezh evit an holl Vretonezed ha Bretoned.

Skorañ a raimp poentoù pouezus eus ar spesadelezh vreizhat en diorroerezh.

Perzh kreñv an tiegezh er reizhiad diorren,gallout skoliañ ar vugale kerkent ha tapet ganto o daou vloaz,krouiñ pe reneveziñ tiez-skol a-vent gant an den.

Ar re yaouank.

E-ser ar Rannvro emañ mererezh al liseoù, ar pezh a ro tu dezhi da wellaat stummadur ar re yaouank. C'hoantaat a reomp e vefe muioc'h a eskemmoù etre al liseoù ha bed al labour hag aesaat an eskemmoù etre ar skolioù er par etrevroadel. Evit ar studierien hag an deskarded, aesaat al lojañ, an dezougen ha darempred tiez ar sevenadur.

An oadourien.

E-touez kefridioù ar Rannvro en deus ar stummadur ur renk uhel. Ret eo dezhi gwiriañ e klot kinnigoù ar stummadur kendalc'hus gant ezhommoù gwirion bremañ hag arc'hoazh armerzh Breizh, kement-mañ o toujañ da ziorroadur personelezh an dud. Hor pal eo respont da ezhommoù stummadur micherel an oadourien penn-da-benn d'o buhez, ha rakwelout ar c'hemmadennoù da zont en armerzh (el labour-douar, en adeiladur ekologek, er sevel kirri, en elektronik…).

Programm al listenn (voir le site)

Blog al listenn (voir le site)

Blog Strollad Breizh (voir le site)

Voir aussi sur le même sujet : élections régionales