Put your name here

connexionS'accréditer | S'abonner | Se connecter | Faire un don
> Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
- Communiqué de presse -
Stumdi : un nebeut plasoù evit daou stummadur
Chom a ra un nebeut plasoù evit daou stummadur : Ur staj ur sizhunvezh (35 eurvezh) Eus ar 16 betek an 20 a viz C'hwevrer 2009 e Landerne (29) Digor eo da nep
Claudie Motais pour Stumdi le 7/01/09 7:38

Chom a ra un nebeut plasoù evit daou stummadur :

Ur staj ur sizhunvezh (35 eurvezh)

Eus ar 16 betek an 20 a viz C'hwevrer 2009 e Landerne (29)

Digor eo da nep piv bennak a fell dezhañ deskiñ an diazezoù pe zonaat e anaoudegezhioù.

Ar sizhunvezh-se a c'hell bezañ kemeret e karg gant ar stummadur dibaouez.

Ar stummadur uhel war ar brezhoneg (eil prantad)

Eus an 30 a viz Meurzh betek an 03 a viz Gouere 2009 e Plañvour (56)

Pal ar staj-mañ, an hini kentañ eus ar seurt e brezhoneg, a zo reiñ an tu d'ar stajidi, brezhonegerien anezho, da wellaat o live yezh ha da vestroniañ anezhañ e kement degouezh a zo, dre gomz ha dre skrid.

Ar stummadur-se a c'hell bezañ kemeret e karg evit ar gopridi hag an dud dilabour.

STUMDI Manoir de Keranden BP 311 29413 LANDERNEAU Cedex 02 98 21 39 94-bzh.stumdi [at] wanadoo.fr-www.stumdi.com

Stajoù tematek e miz Ebrel ha Gouere : www.stumdi.com

Document PDF 13556_2.jpg logo. Source : stumdi
Vos 0 commentaires :
Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font 4 multiplié par 6 ?

ABP

Embann

Nous suivre

2003-2024 © Agence Bretagne Presse, sauf Creative Commons