Stumdi a ginnig d'ar re a zo intereset gant ar brezhoneg, ur staj ur sizhunvezh e miz C'Hwevrer hag e miz Ebrel

Ur staj ur sizhunvezh e miz C'Hwevrer e Landerne

Stumdi a ginnig d'ar re a zo intereset gant ar brezhoneg, ur staj ur sizhunvezh (35 eurvezh) :

Eus ar 15 d'an 19 a viz C'Hwevrer 2010

Digor eo da nep piv bennak a fell dezhañ deskiñ an diazezoù pe zonaat e anaoudegezhioù. Ar sizhunvezh-se a c'hell bezañ kemeret e karg gant ar stummadur dibaouez. An enskrivadurioù a zo digor ha chom a ra plasoù c'hoazh.

Staj dre soubidigezh war enez Eusa

Eus an 19 d'an 23 a viz Ebrel 2010

E-pad ar sizhunvezh-se war enez Eusa e vez roet tro d'ar berzhidi da vevañ e brezhoneg en ur dennañ gounid eus braventez al lec'h. E-pad ar staj-se o devo tro ar stajidi d'ober "skol al louarn" e brezhoneg : dizoleiñ an endro, kejañ ouzh brezhonegerien an enezenn... ha kalz a souezhadennoù-all !