
Stumdi, aozadur stummañ war ar brezhoneg a ginnig deoc'h 2 staj berr ur sizhunvezh : Dindan al loar gann Eus ar 6 d'an 10 a viz Gouere 2009 e Landerne Bep bloaz e
Stumdi, aozadur stummañ war ar brezhoneg a ginnig deoc'h 2 staj berr ur sizhunvezh :
Dindan al loar gann
Eus ar 6 d'an 10 a viz Gouere 2009 e Landerne
Bep bloaz e Landerne e ro tro Gouel Kann al Loar da veajiñ dre abadennoù a bep seurt. E-pad ar festoù-se e kinnig Stumdi d'ar berzhidi ar staj, dizoleiñ pe gwellaat ar brezhoneg dre ziduamantoù : stalioù a bep seurt, c'hoarioù… liammet gant Gouel Kann al Loar.
Gwenedeg àr an tomm e Pont-Skorn
Eus ar 6 d'an 10 a viz Gourhelen 2009 e Pont-Skorn
E-pad ar sizuniad-se e Pont-Skorn e vez roet tro d'ar berzhidi (live 2-3) da vevein a-barzh un endro gwenedeg. Tro o do ivez ar stajourion da zizoleiñ Pont-Skorn, d'en em gavet get brezhonegourion dre zeverrañsoù : Stalioù a bep seurt, c'hoarioù… hag ur bochad souezhadennoù-arall !
Ar stajoù-se a c\'hell bezañ kemeret e karg gant ar stummadur dibaouez. Prizioù ispisial a vez kinniget d\'ar studierien, d\'ar glaskerien-labour pe d\'ar strolladoù, adal 4 den.
Mard oc\'h dedennet gant ar stajoù-se, deuit e darempred ganeomp ar buanañ ar gwellañ. Ur follenn-enskrivañ hag ur programm a vo kaset deoc\'h kerkent.
Kavout a reoc\'h amañ-staget bruderezh a ginnig ar stajoù.
Ha gallout a rafec\'h skignañ ar gemenadenn amañ a-us.
Trugarez en a-raok.
Evit an aozadur stummañ Stumdi
Annaig GUEDES E karg eus ar bruderezh
Documents liés
-
Follenn-bleg-dibleg ar stajoù berr 2009
Commentaires (0)
Aucun commentaire pour le moment. Soyez le premier à réagir !