Keleier ho peus da skignañ hag ezhomm ho peus da bleustriñ a-benn sevel pennadoù pe respont d'un nebeut goulennoù ? C'hoant ho peus da dapout skiant war tachenn ar media-mañ-media ? Kinniget

Keleier ho peus da skignañ hag ezhomm ho peus da bleustriñ a-benn sevel pennadoù pe respont d\'un nebeut goulennoù ? C\'hoant ho peus da dapout skiant war tachenn ar media-mañ-media ? Kinniget e vez gant Stumdi, aozadur-stummañ brezhonek :

Ur staj micherel : Penaos tostaat ouzh ar mediaoù brezhonek ? 2 zevezh bep sizhun e-pad mizioù Du/Kerzu 2009, e Landerne (29)

Ar stummadur a vo e bal prenañ skiant a-benn ober gant ar brezhoneg, en un doare aes, war tachenn ar media-mañ-media.

Kavout a reoc\'h amañ-staget ur follenn-bleg-dibleg a ginnigo deoc\'h ar staj.

Mard oc\'h dedennet gant ar staj-se, deuit e darempred ganeomp ar buanañ ar gwellañ. Ur follenn-enskrivañ hag ur programm a vo kaset deoc\'h kerkent.

Evit lakaat ho anv : STUMDI BP 311 29413 LANDERNEAU Cedex Pellgomz : 02 98 21 39 94 E-mail : bzh.stumdi@wanadoo.fr Lec\'hienn : www.stumdi.com

Documents liés
  • PDF 16276_2 Follenn-bleg-dibleg ar staj micherel