Put your name here

connexionS'accréditer | S'abonner | Se connecter | Faire un don
> Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
- Communiqué de presse -
Stumdi : Hor stummadurioù e 2012
Bez emañ Stumdi o paouez degemer, d'ar 5 a viz Genver, 33 stajiad dispartiet war 2 lec'h stummañ : Landerne (29) ha Plañvour (56)
Par Annaig Guedes pour Stumdi le 24/01/12 16:22

1. Stummadur hir war ar brezhoneg :

Bez emañ Stumdi o paouez degemer, d'ar 5 a viz Genver, 33 stajiad dispartiet war 2 lec'h stummañ : Landerne (29) ha Plañvour (56) evit an eil prantad stummadur hir a echuo e kreiz miz Gouere 2012. Degemeret eo bet 113 stajiad war an daou brantad (cf pennad-kelaouiñ miz Gwengolo).

Morse ne oa bet degemeret kement a stajidi gant an aozadur war ar stummadur-mañ.

Prantad stummañ a zeu : eus an 13 a viz Gwengolo d'an 28 a viz Meurzh 2012 war ar 4 lec'h :

Aradon (56), Gwengamp (22), Landerne (29) ha Plañvour (56)

2. Stummadur uhel war ar brezhoneg :

Kinniget e vez gant an aozadur, evit ar pevare bloavezh, e stummadur uhel war ar brezhoneg eus an 2 a viz Ebrel d'ar 6 a viz Gouere 2012, e Landerne (29) hag e Plañvour (56).

Degemer a ra ar stummadur uhel tud hag a zo war ur vicher divyezhek bennak, pe tud uhel a-walc'h o live kent, hag a zo o fal tapout kaout brezhoneg flouroc'h dre gomz ha dre skrid. N'eo ket ur stummadur skol-veur. Pleustret e vez ennañ war ar gomz hag ar skrid, war ar benveger ha war an hentennoù-labour, labouret e vez a-stroll ha dre soubidigezh. Ret e vez d'an holl kemer perzh ha kaout intrudu. Ar bras eus ar stummadur-se a zo stalioù-labour anezhañ, dre zañvez, kaset en-dro gant skipailh stummerien Stumdi ha skoazellerien (evit ar c'hoariva da skouer). Bep an amzer e vez kentelioù teorikeloc'h (lod anezho nevez-savet) graet gant kelennerien skol-veur.

Chom a ra un nebeut plasoù evit ar prantad 2012.

3. Stajoù berr teorikel ha tematek :

Kinniget e vez ivez gant an aozadur, stajoù ur sizhunvezh evit an holl. Digor eo ar stajoù berr da nep piv bennak a fell dezhañ deskiñ diazezoù ar brezhoneg / ar galoeg pe gwellaat e live yezh dre skrid ha dre gomz o kemer plijadur. Tu a zo deoc'h heuliañ ur staj pe meur a hini. Dizoloit an holl ditouroù war hor stajoù berr e-barzh hol levrig.

Stajoù berr a zeu e miz C'hwevrer :

- eus an 13 d'ar 17 a viz C'hwevrer 2012 : ur sizhunvezh evit deskiñ brezhoneg e Landerne (holl liveoù)

- eus ar 15 d'ar 17 a viz C'hwevrer 2012 : Breizh dre ganaouennoù gant Yann-Fañch Kemener (liveoù 2-3)

- eus an 20 d'ar 24 a viz C'hwevrer 2012 : ur sizhunvezh evit deskiñ brezhoneg war enez Eusa (liveoù 0-1)

4. Formulenn evit an implijidi ha stajoù micher :

Formulenn evit an implijidi

Kinniget e vo gant Stumdi, adal miz Ebrel 2012, ur formulenn evit an implijidi c'hoant ganto tennañ gounid eus o eurvezhioù gounezet gant an DIF (Droit individuel à la formation) :

17 devezh (119 eurvezh) : 1 devezh bep 15 deiz, d'al Lun (deraouidi) ha d'ar Gwener (tud a oar brezhoneg dija).

Bugaligoù

Kinniget e vo gant an aozadur ur prantad staj : Bugaligoù ha brezhoneg evit an dud a oar brezhoneg dija (live 3), e miz Even 2012.

Implijidi EHPAD / tiez ar re gozh :

Kinniget e vo ivez gant Stumdi un tañva d'ar brezhoneg evit implijidi EHPAD ha tiez ar re gozh. Ijinet eo bet ar programm evit aesaat ha diorren an eskemmoù gant ar re gozh.

Deuit da zizoleiñ hor stummadurioù war hol lec'hienn nevez :

www.stumdi.com

Mont e darempred gant :

STUMDI

BP 311-Manoir Keranden-29413 LANDERNE Cedex

02 98 21 39 94-bzh.stumdi [at] orange.fr-www.stumdi.com

Document PDF Livret formation supérieure. Source :
Document PDF Livret stages courts. Source :
Voir aussi :
Vos 0 commentaires
Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font ( 3 multiplié par 9) ?

ABP

  • Diwar-benn
  • Darempred
  • Menegoù hervez lezenn
  • Données personnelles
  • Mise en page
  • Ligne éditoriale
  • Sur wikipédia
  • Agir

  • Demander une accréditation
  • Contacter la rédaction
  • Poster votre communiqué vous même
  • Écrire une dépêche
  • Envoyer un flash info
  • Nous suivre

  • newsletters Newsletters
  • rss Flux RSS - français
  • rss Flux RSS - breton
  • facebook ABP sur Facebook
  • twitter ABP sur X
  • youtube Chaîne Youtube ABP
  • Le blog du site web
  • 2003-2024 © Agence Bretagne Presse, sauf Creative Commons