Itron, Aotrou, Evel a ouzit, klask a reomp dastum 3000 Euro evit sevel klemm ouzh lez-varn velestradurel Naoned diwar-benn an doare ma voe skarzhet kuit ar brezhoneg diouzh UFR ar Yezhoù e Naoned. Mont ra mat an traoù ! Adalek hor galvadenn gentañ hon eus kroget da zegemer arc'hant ha lizhiri-skoazell.

Itron, Aotrou,

Evel a ouzit, klask a reomp dastum 3000 Euro evit sevel klemm ouzh lez-varn velestradurel Naoned diwar-benn an doare ma voe skarzhet kuit ar brezhoneg diouzh UFR ar Yezhoù e Naoned. Mont ra mat an traoù ! Adalek hor galvadenn gentañ hon eus kroget da zegemer arc\'hant ha lizhiri-skoazell. Chekennoù etre 10 ha 50 Euro peurliesañ. Trugarekaat a reomp a-greiz-kalon an holl re odeus kaset arc\'hant dimp dija. Met n\'hon eus ket berniet a-walc\'h a arc\'hant c\'hoazh. Setu perak e kasomp deoc\'h an eil galvadenn-mañ. Kendalc\'hit d\'he brudañ tro-dro deoc\'h. Gwir eo ez eo kizidik ar vretoned diwar-benn ar brezhoneg e Naoned, ha santet e vez dre ar pezh(ioù) a vez kaset dimp. Goulennez ez eus bet ouzhimp perak e tleomp paeañ 3000 Euro ha pa c\'hell bezañ digoust sevel klemm ouzh al lez-varn velestradurel. Klasket hon eus aze bezañ an efedusañ posubl. Arabat c\'hwitañ an taol ! Ma vo savet klemm ganimp-ni hon-unan e vo degemeret ar c\'hlemm ha barnet... ac\'hann da 6 vloaz ! Ma vo renet an afer-se gant ur breutaer a-vicher e vo aozet gantañ peadra da gaout ur varnadenn-brim, dastumet ha kinniget ar barnadennoù kent war aferioù heñvel, ha ni \'oar-ni c\'hoazh. Ma ne vo ket dastumet a-walc\'h a arc\'hant e vo restaolet. Met ret e vo neuze emc\'houlennata diwar-benn efedusted ar vretoned. SKRABELAOU : A.S.B., 24, kae ar Foz, 44000 NAONED Chekennoù e anv Studierien brezhoneg Naoned, Crédit Agricole 27466936000