618 vues

Gant ar ganerez Jeanne ha sonerien ampart, ar strollad-mañ a c'hell seniñ er festoù noz koulz e sonadegoù

E kentañ klas Diwan e Karaez emañ ar sonerien. Mignoned abaoe an eilvet, o kas meur a raktres asambles (Kan ar bobl, Kenstrivadeg Taol Lañs Langonnet), tremen a reont ar vachelouriezh galleg dre skrid ha dre gomz, ar skiantoù ar sizhun-mañ.

N'eo ket an nerzh a vank, nag a bliijadur da c'hoari asambles. Gant ma vo mod-se meur a strollad gouest da gontañ buhez ar grennarded, hep sellout ouzh "o sekselezh, o relijion". Bugale dieub Kerampuilh, emit-hu ?

Youtuberez, kazetennerez evit Ya, Ar Men, an Abp, kelennerez, komedianez, kanerez, konterez, filmourez, ha stourmerez war dachenn ar repuidi, gwirioù mabden, ar brezhoneg, an endro e Breizh. E penn aozadur Kan ar bobl bro Kemperle, kenstrivadeg Priz ar Vugale ha Priz ar Yaouankiz, kenstrivadeg haiku Taol Kurun, bet renerez ar festival pad ugent vloaz....