E bed ar vrezhonegerien e ra trouz afer prezidant ar FMI ivez. Piv n'en deus ket komzet diwar he fenn e-pad an dibenn-sizhun-mañ ? Setu sav poent E. An Henaff.

Setu ar pezh hon eus resevet, skrivet gant E. An Henaff : Un afer hag a ra ra kalz trouz, e Bro-Frañs hag e Stadoù-Unanet. Ne c'hallit ket digeriñ ur journal, pe sellout ouzh ar skinwel, hep bout badaouet gant ur romant gwirheñvel (siwazh) hag a lak diaes pep hini. Evel-just, ret eo deomp asantiñ ouzh Damgred an Didamall e-keñver an ao DSK.(Lezenn Guigou). Gwir eo ne c'hallit bout nemet spontet gant skeudennoù kriz un den “tamallet” a-raok kaout an tu d'en em zifenn. Evel-just, ne c'hallit ket nemet bout feuket gant justis (Justis !) kriz ha puritan pilpous ar Stadoù-unanet.
Damgred an didamall evit ar vaouez yaouank ?
Piv a c'hallo difenn ar “reizh” evit ar vaouez-se ? Prest ivez da vout taolet d'ar chas ? Daoust hag e vo gouiet ganeomp, un devezh, ar pezh zo erruet, e gwir, en ur gambr deus Sofitel NY ? Gwir pe gaou ? An daou zen a oar kement-se. Marteze, evel ma vez lâret gant tud'zo, (taolit evezh, aze emaon o farsal !) en deus an AO. risklet war un tamm soavon treitour en ur guitaat e strinkadenn ? Lezomp ar justis (memes ma ne gredomp ket kalz en ur justis bennak) gober he dever ! Met, adlâret e ran : petra zeuio ar vaouez yaouank da vezañ ? Ma z eo gwir ar pezh zo bet lâret ganti, hag ur manniel a justis vo eviti ? N'emaon ket ur wregoulerez, anfiñ, ne oan mui ur wregoulerez evel er pennadoù 70. Krediñ'rae din e oa cheñchet an traoù un tamm ! Evidon, ur gwaz a dalv kenkoulz hag ur verc'h !
Ur palfors zo ur palfors, hag ur palfors zo un torfed
Met un dra c'hoazh ! Klevet tud uhel bro-Frañs o teurel an dismegañs war ur vaouez –marteze- palforset ? « maouez ar menaj, troñsañ ur vatezhig (soubrette), den ne zo marv », dav eo anzav eo bet taolet dismegañs ivez gant kelaouennerezed'zo, war ar vaouez yaouank. A ! memestra, n'ho deus ket an dud uhel-se lâret, « ur vaouez a venaj, UNAN ZU » Mat : Damgred an didamall : gortozomp. Sur e ouio argant e-leizh …sikouraat ar justis ! Met un dra a zrubuilh ma spered : ma zo bet ur « dibluskadur kig » (dav din sellout ouzh ar geriadur !) perak n'he deus ket troc'het krenn an tamm ibil sanket e-barzh he beg ? A ! ar sodez ac'hanon ! Doare ar maouezed boazet da servij dindan galloud gwazed ! Ha gwir eo, gouest e vefe da vout tamallet dezhi noazhout ouzh an anterineded korfel ur gwaz ! Ur goulenn : stlejañ'raimp, ni ar maouezed, levezonet a-viskoazh gant relijionoù droch, betek fin an amzerioù, an DAMALL da vout MAOUEZ ? da lâret eo GOUZAñVEREZ ? Evit gouzout hiroc'h, e saozneg : http://www.guardian.co.uk/commentisfree/2011/may/17/dominique-strauss-kahn-french-media?INTCMP=ILCNETTXT3487