Put your name here

connexionS'accréditer | S'abonner | Se connecter | Faire un don
> Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
- Communiqué de presse -
Stourmomp gant kerent skolaj Benac'h !
SKOLAJ BENAC'H ALOUBET E skoazell en deus roet al luskad EMGANN d'an dud a stourm evit e vefo digoret un hentenn divyezhek publik e skolaj Benac'h. Ur wezh ouzhpenn e klask an Deskadurezh vroadel c'hall reiñ urzhioù deomp, dre he dibaboù a zo muioc'h abegoù politikel evit arguzennoù argant, o terriñ he
Jean-Marie Salomon pour Emgann-MGI le 9/04/05 12:18

SKOLAJ BENAC'H ALOUBET

E skoazell en deus roet al luskad EMGANN d'an dud a stourm evit e vefo digoret un hentenn divyezhek publik e skolaj Benac'h.

Ur wezh ouzhpenn e klask an Deskadurezh vroadel c'hall reiñ urzhioù deomp, dre he dibaboù a zo muioc'h abegoù politikel evit arguzennoù argant, o terriñ he ger kent.

Ur wezh ouzhpenn e klasker mougañ ar brezhoneg e servij publik an deskadurezh, o lakaat en arvar al labour sevenet a-hed bloavezhioù ha bloavezhioù.

E Benac'h eo ken splann ar youl a-enep-se dre ma weler emañ pep tra e plas evit ma kendalc'hfe degadoù a familhoù gant o dibab pedagogel en eul derez : -Ul lec'hiad a bouez (111 bugel) -Kresk dizehan -Ar yezh a zo diazezet mat tro-dro -Ur skolaerez varrek ha prest da labourat…

Petra c'heller lavaret ouzhpenn eus an dispriz-se ouzh ar c'hevredigezhioù, dilennidi, ha tout an dud a-du en tro-war- droioù ????

N'eus nemet Breizh hag e Fobl, ur wezh gouest d'en em zibab o-unan, a ray al labour dindan berr-, krenn- hag hir-dermen a zo da ober evit hor yezh.

Emgann-MGI BP 70215 22202 Gwengamp cedex. (d'an 08 a viz ebrel 2005)

Vos 0 commentaires :
Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font 5 multiplié par 9 ?

ABP

Publier

Nous suivre

2003-2024 © Agence Bretagne Presse, sauf Creative Commons