Publié le 9/02/22 19:32 -- mis à jour le 09/02/22 19:32
Stourmerien Vreizh, ar re aozet ar gwellañ e bro C'hall, prest da aloubiñ hentoù e pep lec'h evit mont da Bariz, ha war lerc'h da Vrussel
Hir e oa bet an amzer a-raok gouzout ar pezh a c'hoarveze e Kebeg gant kirri-samm war an hent, Indianed o seniñ e tamboulinoù hengounel... Ar re gentañ o doa komzet diwar o penn, kalz diwezhatoc'h eget ar rouedadoù sokial a oa bet Mediapart. Ha setu neuze, goude ar stourm bet kaset gant Amerikaned Kanada hini an Europeiz. Aozet war ar rouedad "Telegram", prientet oa bet un hir a hent gant emgavioù e Brest, Kemper, An Oriant, hag un nozvezh e Roazhon, a-raok mont da Bariz.
An abeg ? Hervezo "n'eus ket bet den ebet marv gant an Omikron, hag e vez gwallgaset ar vugale gant maskloù, laeret e vez o yaouankiz d'ar grennarded gant an diouer a frankiz a zo evito bemdez". Perak e vefe ur redi kaout ur pas yec'hedel evit mont d'ar sinema, pe da selaou un abadenn sonerezh, pa vez digor ar gourmarc'hadoù, pa vez micherioù evel ar gelennerien, skolaerien, soudarded, poliserien, n'int ket rediet da gaout ur pas ?
Grevusoc'h-grevusañ, ha sotoc'h-sotañ eo an afer : piv a gomz diwar benn an dud klañv abaoe int bet brec'hed ? Piv a vuzul ar c'hudennoù e pep familh pa vez ret ober meur a dest, ha skuizhder tout an dud a labour gant ar re yaouank hag ar vugale ?
Ur respont eo, diskouez eo niverusoc'h an dud eget ma soñjer, hag o deus dibabet un hent all. Un hent gant tud a glask titouroù, a eskemm mennozhioù, a glask muioc'h a frankiz en ur vro a zisoñj muioc'h-muiañ petra eo un demokratelezh.
- Armenia: stourm ur bopl skuizh-marv par Anna Mouradova le 09/01/2023
- Pennadoù lennet an aliesañ war an ABP par Kerne Multimedia le 30/12/2022
- 14vet emvod meur ar gevredigezh Roz Glas : stourm evit kelaouiñ par Kerne Multimedia le 20/11/2022
- Ya gant dilhad nevez an distro-skol ! par Kerne Multimedia le 14/09/2022
- Serret stal Penn da benn da vat par Kerne Multimedia le 14/09/2022
- Penn da benn : deuit niverus da skoazell ar stal ! par Kerne Multimedia le 04/09/2022
- Grande vente à Penn da benn : ne la ratez pas ! par Kerne Multimedia le 04/09/2022
- Lizher d'an dilennidi ha d'an dud e karg eus ar Fourneau : muioc'h a vrezhoneg er Rias, mar plij ! par Kerne Multimedia le 30/08/2022
1 | 2 | Tweet |
![]() |